Kristeniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh |
|
|
|
Istor ar Gristeniezh |
|
An Dreinded |
|
Ar Bibl |
|
Doueoniezh kristen |
|
Iliz Kentañ Anvadurioù kristens |
Ur relijion savet diwar-benn ar c'homzoù hag an oberoù un dudenn ar Iañ kantved, ar C'hrist (an olevet) e ditl, eo ar gristeniezh. Hervez un nebeut testennoù, anvet an avieloù, skridaozet e gresianeg kozh e veve e Palestina (Israel ha Palestina hiziv) un den, Jezuz a Nazaret e anv (hebraeg: יְהוֹשֻׁעַ, Yəhošúaʿ). Dibunet eo en avieloù e vuhez p'eo bet ganet e Betleem ha marvet dre groazstagadur e Jeruzalem dre urzh ar Romaned a oe mistri war ar vro, war goulenn ul lez-varn relijiel renet gant beleion uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno.
Hemañ a brezegenne en ur lakaat da intent e oe mab da Zoue. He mamm a oa anvet Mari ha hi dimezet da Jozef, ur c'halvez, met chomet gwerc'h, a oa bet goulennet diganti a-berzh Doue gant un ael, Gabriel, hag asantiñ a rafe da vezañ mamm d'ur bugel kaset gant Doue. An deiz ma vez lidet e c'hanedigezh, ar 25 a viz Kerzu, e Gouel Nedeleg a verk deroù bloazvezh kentañ an amzervezh gristen. Anvet e vez ar re a gred e Jezuz-Krist ar gristenion.
[kemmañ] Kredennoù pennañ ar Gristenion
Diazezet eo ar relijion gristen war dudenn Jezuz-Krist. Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont :
- ez eo Jezuz-Krist gwir Doue ha gwir den, deuet da vevañ ur vuhez den da ziskouez piv eo doue d'an dud, da lavarout eo karantez.
- ez eus tri ferson e Doue : Tad, Mab ha Spered Santel, a vez anvet an Dreinded ;
- e sakramant ar Vadeziant da vezan diwallet diouzh ar pec'hed-orin ha dont-tre e familh Doue, an Iliz.
Ar gredenn-se a vez graet "Feiz kristen" gant ar gristenien. Er Grennamzer e veze gwelet an holl vroioù kristen europat evel ar Gristeniezh enebet d'ar broioù pagan e Reter hag e Su Europa.
[kemmañ] Anvadurioù ar c'hredennoù kristen pe an ilizoù kristen
Rannet eo ar gristenien e teir c'hredenn disheñvel evit pezh a sell ouzh elfennoù all, nebeutoc'h a bouez dezho, eus ar feiz kristen. Dre-se emañ :
- Ar Iliz katolik roman ;
- Ar Reizhkredennegezh (pe an Ortodoksiezh) ;
- Ar Brotestantiezh.