Beleg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur beleg (liester beleien) a zo un den hag en deus ur roll dibar en ur relijion. Karget e vez eus aozañ ha seveniñ al lidoù. Lidoù ispisial evit lakaat unan bennak da vezañ beleg a vez sevenet gant ur beleg uheloc'h e live. Evit pep a religion e kaver anvioù dibar evit e veleien :
- boñz : relijion ar Voudaegezh
- drouiz : relijion ar Gelted
- chaman : relijionoù tud Azia hag Indianed Norzhamerika (bet deuet eus Azia)
- imam : relijion an Islam sunnit (ne vez ket graet lidoù evito)
- maraboud : relijionoù Kreiz Afrika
- mollah : relijion ar Vuzulmiz chiit
- pastor : relijionoù protestant; Implijet ivez gant ar gatoliked gant ar ster "rener eneoù" da lavaret eo ar veleien hag an eskibien
- pop : relijion reizhkredennour (ortodoksiezh)
Koulskoude p'eo posubl implij ar ger en un doare hollek, evit ar ster beleg ar relijion katolik e vez implijet e skridoù brezhonek hag er Wikipedia end-eeun.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh ha stummoù kozh ar ger
Ar ger beleg a zo kar d'ar gerioù iwerzhoneg bachall, krenngembraeg baglawg (kembraeg modern : baglogha latin baculus. Hemañ ha bachall a dalvez evit bazh hag ar re all a zo evit bazh kamm pe grogek, da lavaret eo bazh ar mesaer hag a zo arouez an eskibien (bazh-eskob). Keñveriet e vez ivez ar veleien gristen d'ar vesaerien (diwar komzoù Jezuz-Krist treuskrivet en avieloù).
N'eus liamm ebet etre an doueoù Bel pe vBelenos evel m'hen krede Teodor a Gervarker.
Er C'hatholicon e weler ar stummoù kentañ anavezet : baeleuc, bealeuc hag ur stumm benel baelegues (a dalvez evit leanez pa n'eus ket a vaouez degemeret e roll ar beleg en Iliz katolik roman). Meur a familh a zo e anv Bellec, Le Bellec ha kavet e vez bellec ivez evel lodenn anvioù-lec'h'zo.
[kemmañ] Beleg kristen
Kavet e vez beleien damheñvel o roll er relijionoù katolik ha reizhkredennour, nemet e vez difennet da veleien gatolik mont da zimeziñ. Roet e vez dezho ar gwir da lidañ ar seizh sakramant a zo bet tennet eus oberoù Jezuz-Krist kontet en Avieloù.
Daoust ma 'z eus tud a izil gant ul live izeloc'h (diagoned, isdiagoned, akolited) eo ar beleg an den pouezuzañ e framm an ilizoù kristen nann-protestant.
Daou seurt a velein a zo : ar re a zo dindan beli eeun an eskibien hag ar re a zo dindan beli penn un urzh relijiel, hemañ dindan beli an eskob pe hini ar pab (ar Jezuisted).
[kemmañ] Stummadur ar beleg kristen
Stummet e vez ar veleien er c'hloerdi (beleien o labourat er parrezioù peurvuiañ) pe en novistiez (beleien staget ouzh un urzh relijiel).