Den
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Homo Sapiens
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Primated | ||||
Kerentiad : | Hominidae | ||||
Genad : | Homo | ||||
Anv skiantel | |||||
Homo Sapiens Sapiens Linnaeus, 1758 |
|||||
|
An Den, (liester Tud ha Denennoù) a c'hell bezañ termenet diwar savboentoù bevoniel, sokial ha speredel.
[kemmañ] Yezh
- Ar ger den a c'hall talvezout gwaz, pried, evel en dro-lavar ma den.
[kemmañ] Bevoniezh
E-keñver ar vevoniezh :
Renket eo an Den er spesad Homo sapiens (e latin "Den a oar traou") hag ur primat hag un draoudroadeg eo. Aparchañtañ a ra ouzh dreistfamilh Hominided gant an holl varmouzed : chimpañzeoù, gorilhed, orang-outanged ha gibboned.
An denennoù a zo ur c'herzhed sonn ganto hag e lez dieub an izili a-us evit daouarnañ an traoù ha ganto eo ivez un empenn diorroet-tre a ro dezho ar varregezh evit ar preder difetis, ar c'homz, al lavar hag an imbroud-spered. Meur a ouizeien a gred eo deuet seurt emdroad an Den diwar ezhomm redek war hir tennadoù. Ha n'eus nemet un nebeud a loened a zo gouest d'ober evel-se.
E-keñver ar spered :
Perzhioù disheñvel an eil diouzh ar re all a zo gant spered an Den. Reiñ a ra dezhañ ur c'hundu kemplez hag ennañ al lavar. Kuriusted hag arsellerezh a zo lakaet alies evel abeg an emskiant hag hini al liammoù etre ar spered hag ar c'horf.
Evit studiañ mont-en-dro ar spered eo bet savet kelennoù ar bredoniezh, ar bredvezegiezh hag ar bredelfennerezh.
E kredennoù a gaver er relijionoù e vez pouezet war meizad an ene evel perzh dibar ar vevenn denel ha war ezhomm azeuliñ un doue pe meur a zoue pe teuzioù|deuzioù.
Ar brederouriezh eo he fal klask kompren pep a veizad o tennañ d'ar spered denel e pep keñver.
Leun eo an arzoù, ar sonerezh hag al lennegezh eus oberennoù o fal dezho eztaoliñ ar meizadoù-se hag ar santimantoù.
E-keñver ar gevredigezh hag ar sevenadur :
An dud a zo bevien sokial dre hêrezh. Krouiñ a reont frammoù sokial kemplez, enno un toullad bras a strolloù o kenlabourat koulz hag o kevezañ an eil gant ar re all.
Gwelout a reer ar c'hunduioù etre broadoù, riezoù, strollerezhioù ha familhoù hag ivez e live ar c'humuniezhoù hag an hiniennoù.
Diouzh-se e teu diorroadur an deknologiezh hag ar skiant evel kenderc'hadoù ar gevredigezh ha re an ober hiniennel.
Diouzh an etreoberioù-se e teu ivez ar sevenadur pa en em sil er gevredigezh talvoudegezhioù, kredennoù, mitennoù, lidoù, hengounioù, boazioù, reoladoù sokial
[kemmañ] Kredennoù o tennañ d'an Den
Meur a savboent a vez extaolet e-keñver natur ha sustañs an Den.
- Danvezelouriezh : n'eo ket an denennoù bevien fizikel hep perzhioù speredel pe dreistnaturel hepken. Degemer a reont an [[naturojavascript:insertTags('','','Link title');Link titleuriezh]] ha ne zegemeront ket an dreistnaturouriezh.
- Hervez menozioù ar relijionoù abrahamek, fizikel ha speredel eo natur an Den a zo bet krouet evel skeudenn Doue. Hervezo e c'hello chañch e stad en dazont goude ma ne vo ket ar bed-mañ.
- Hollzoueegezh : p'eo an denennoù elfennoù eus ar bed krouet gant Doue ha diouzh-se elfennoù Doue int asembles, rak Doue eo ar bed hag ar c'hontrol.
- Nes d'an hollzoueegezh eo an hollenzoueegezh a laka ar bed da vezañ Doue, met brasoc'h eo Doue eget ar bed. An unegezh, al loenegezh, relijion ar Veda ha meur a stumm prederouriezh ar Reter a zispak menozioù heñvel.