Bevoniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev- ur penngef a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet eus outo.
Implijet e vez ivez an termen biologiezh eus ar gregach bios = buhez ha logia = gouiziegezh.
Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo hag gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :
- Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, botanik, mikrobiologiezh...
- Frammadur ar bevien hag o mont-en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar meur a savboent : molekul (bevoniezh ar molekul), kellennoù (bevoniezh ar c'hellennoù), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont-endro (fiziologiezh).
- Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh)
- Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel hag e vez anvez ar c'helenn-mañ ar sistematik.
Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho en daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.
Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ er mikroorganoù hag a zo ar bakteriennoù, ar c'huanobakteriennoù hag ar mikroplasmoù, met an darn-vuiañ eus ar vevoniourien n'int ket evit sellout ouzh ar virusoù, ar viroidoù hag ar prionoù evel bevien.
Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an ditour c'henetik rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukariontoù eus outo.
Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o zitour c'henetik strewet e-barzh o c'hutoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokariontoù eus outo.
[kemmañ] Kelennoù bevoniezhel ha termenoù liammet outo
- Anatomiezh
- Bakteriologiezh
- Bevoniezh an diorren
- Bevoniezh frammadurel
- Bevoniezh ar c'hellennoù
- Bevoniezh ar molekul
- Bevoniezh ar mor
- Bevoniezh an organoù
- Biofizik
- Biokimiezh
- Bioteknologiezh
- Bio-urzhiataerezh
- Botanik
- Emdroadur
- Ekologiezh
- Etologiezh
- Fullogeneliezh
- Fiziologiez
- Foueoniezh
- Genetik
- Gwaredoniezh
- henouennonïezh (Paleontologiezh)
- Kleñvedoù kontammus
- Mikrobiologiezh
- Neurobiologiezh
- Onkologiezh
- Ontogeneliezh
- Pistriegiezh
- Sistematik
- Suneriezh
- Taksonomiezh
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Bevoniourien vrudet
- Albert Calmette
- Alexander Fleming
- François Jacob
- Robert Koch
- Félix Le Dantec
- Louis Pasteur
- Émile Roux