Devonian
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An hini pevare eus ar c'hwec'h marevezh eus ar paleozoeg eo an devonian En em astenn a ra eus 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek 359.2 ± 2.5 milion a vloavezhioù'zo.
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
Tennañ a ra an devonian e anv eus an Devon ur rannvro bro-Saoz lec'h ma vez boutin ar reier eus ar marevezh-mañ. Tra ma'z eo ar gweleoù roc'hek a vek deroù ar marevezh anavezet mat n'eo ket resis tre o deiziadur. Hervez ar Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh en em astenn an devonian eus fin ar silurian 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek deroù ar c'harbonifer 359.2 ± 2.5 (e Amerika an Norzh, derou ar Mississipian).
Marevezh ar besked e oa anvet gwechall met dilezet e oa bet ar ger-se. Tra ma liesakaas ar besked e-pad an devonian ne oant ket ar furm-buhez boutinañ. Anvet e oa ivez marevezh efed ti-gwer peogwir e teue darn vrasañ ar standilhonoù kentañ eus kornôg Europa ha norzh Amerika edo lec'hiet war ar c'heheder d'an amzer-se.
E skridoù an XIXvet kantved e oa anvet an devonian an Hen Varevezh Ruz hervez ar goueledennoù gell-ruz ma voe dizoloet ar fosiloù kentañ.
[kemmañ] Isrannadurioù an Devonian
Disrannet eo an devonian e devonian abred, devonian krenn ha devonian diwezhat. En ismaredoù ez eo disrannet a re-mañ en o zro:
[kemmañ] Diwezhat
- Famennian/Chautauquan/Canadaway/Conneaut/Conneautan/Conewango/Conewangan
- Frasnian/Senecan/Sonyea/Sonyean/West Falls
[kemmañ] Krenn
- Caenovia/Cazenovian
- Givetian/Erian/Senecan/Tioughniogan/Tioughnioga/Taghanic/Taghanican/Genesee/Geneseean
- Eifelian/Southwood
[kemmañ] Abred
- Helderberg
- Emsian/Sawkill/Deer Park
- Pragian/Siegenian
- Lochkovian/Gedinnian
[kemmañ] Douaroniezh
Un amzer ag oberiantiz dektonik vras e oa an devonian. Laurasia ha Gondwana a dostas an eil ouzh an egile. Gand ar stokad eus Laurentia ha Baltika e voe krouet Euramerikaer c'helc'hiad sec'h a-hed trovan ar c'havr-mor. Evel hiziv e oa furmet gant unvaniezh daou vas ag aer : kell Hadley ha kell Ferrel; E-barzh an dam-zezerzhioù eo e voe furmet ar Hen Grag Ruz. Tennañ a ra e liv ruz eus bezañt hematit pennskoueriek eus un hiniad sec'h.
War-dro ar c'heheder e krogas Pangea da furmiñ dre stokad Amerika an norzh hag Europa. Ar stokad-se a grouas ar menezioù Apalach hag ar C'haledonidoù e Breizh-Veur ha Skandinavia. Aod ar c'hornôg a oa kalz siouloc'h, avat ha warni e kaved aberioù ha geunioù-mor dreist holl. Er pezh a zo Idaho ha Nevada ur wareg ag inizi tanveneziek a dizhe an uhel gompezenn gevandirel. E fin a marevezh e krogjont da sevel goueledennoù morel, un darvoud a zlefe merkout derou an orogeniezh Antler
Kevandirioù ar su a chome unvanet e-barzh dreistkevandir Gondwana hag ar peurrest eus ar pezh a zo hiziv Eurazia a oa lec'hiet en hanterzouar eus an norzh. Uhel a oa live ar mor e-pad an devonian hag un darn vras eus an tirioù a oa beuziet dindan morioù bas ma kreske kerreg trovanel.
Ar meurvor Panthalassa a c'holoe peurrest an Douar. Ar meurvorioù bihanoc'h a endalc'h Paleo-Tethys, Rak-Tethys, Meurvor Rheek, ha meurvor an Oural.
[kemmañ] Buhez an Devonian
[kemmañ] Ekosistemoù morel
Uhel e oa live ar morioù e-pad an devonian. Ar furmoù a vuhez pennañ a oa ar bryozoa, ar brac'hyiopodoù hag ar c'houral. Boutin e oa ar grinoided tra ma oa an trilobitoù war ar diskarr hag en e choment fonnus c'hoazh. Ar besked ur javed ganto gentañ, ar blakodermed, a yeas war wel asambles gant ar bleizi-mor kentañ, ar Cladoselache. Er stêrioù e ya war wel ar besked e flip o angelloù. Da hendadoù an tetrapodoù e yafent.
[kemmañ] Ar c'herreg
Ur c'harreg bras, a gaver e roudennoù e Diaz Kimberley e gwalarn Aostralia a gelc'he ar c'hevandirioù. Er c'hontrl da re hiziv ne oant ket savet gant koural met gant bezhin-raz, stromatporoided, tabulata ha rugosa.
[kemmañ] Ekosistemoù douarel
En em astenn a ra an ekosistemoù douarel e-pad an devonian. Tra ma kreske plantennoù dibenn ar siluriann en endroioù glebek hepken, e trevadennas re an devonian diabarzh ar c'hevandirioù. Hag e chomont eeun e deroù ar marevezh e liesekaont buan a-walc'h hag eo e penn an devonian e yeas war well ar wezenn gentañ : Archaeopteris. Ar plantennoù-se a grouas an douar kentañ ha herberc'hañ a rae ur faon ag artropodoù.
Plantennoù an devonian abred a oa bihan met e dibenn ar marevezh e yeas war-wel ar c'hoadegoù kentañ, poblekaet gant raden ha lostoù-marc'h. Ul levezon bras o-deus a war ekosistemoù ar stêrioù a rible. Harpañ a reas liesekadur ar besked ha donedigezh war-well an tetrapodoù douarel kentañ e fin ar marevezh.
Astennadur buan ar plantennoù a c'horrekas ar skrignerezh e-diabarzh ar c'hevandirioù ha a oa abeg un digresk eus feur an dioksid karbon en atmosferenn. Posupl eo e voe an dra-se kaoz d'al lazhadeg a verkas fin an devonian.