Aostralia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Emañ Aostralia, pe Commonwealth of Australia diwar hec'h anv riez en Emisferenn ar Su e Gevred Azia. Endalc'h a ra ar c'hevandir bihanañ a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez, e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask. Ar broioù amezek dezhi a zo Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua-Ginea Nevez en Norzh, Inizi Salomon, Vanuatu ha tiriad gall Kaledonia-Nevez (Kanaky) er Biz ha Zeland-Nevez er Gevred.
E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestrañ James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Allouarn en e raok hep ma voe embannet an dalc'h e anv ar roue gall Loeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe war niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.
E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unvanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sidney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.
[kemmañ] Gerdarzh an anv
Dont a ra ar ger Aostralia eus al latin australis = eus ar c'hreisteiz. Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Oseania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |