Fanerozoeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar fanerozoeg a zo ar marevezh a oa ur vuhez fonnus ha liesek en-e-bad. En em astenn a ra eus ar poent m'eo deuet war-well an anevaled gentañ ur c'hrogenn ganto, 545 milion bloaz'zo. Ennañ emaomp c'hoazh.
E anv a dalvez "buhez welus" ha daveiñ a reas ouzh ment bras an organegoù adalek an darzhadeg gambrian. Rakkambrian e anved an amzer ag-e-raok met disrannet e oa bet e tri eon, an hadeeg, an arc'heeg hag ar proterozoeg. Un tamm diresis eo an harzioù etre ar c'hambrian hag ar rakkambrian. En XIXvet kantved o lakaed e lec'h ma yeas diwar-wel ar vuhez vetazoeg gentañ met adalek-se e oa bet kavet un niver bras a daksonoù rakkambriat na grogjod d'o studiañ nemet er bloavezhioù 50. Darn vrasañ an doarourien hag ar baleontologourien a gred e teraou ar c'hambrian gant donedigezh war-wel an trilobitoù hag an arc'haeosyatha gentañ, donedigezh war-wel Trichophycus pedum pe hini ur strollad a fosiloù anvet "kregin bihan". An harzioù disheñvel-se na ziforc'hont nemet dre un nebeut a vilionoù bloavezh.
E tri maread eo disrannet ar fanerozoeg : ar paleozoeg, ar mezozoeg hag ar senozoeg. Er skridoù kozh e live ar ger "fanerozoeg" ar maread a zedenas ar baleontologourien. Nebeutoc'h implijet eo hiziv.
E-pad ar fanerozoeg e-yeas war-wel an anevelad hag ar plantennoù liesek. E-pad ar maread en em furmas an dreistkevandir diwezhañ, ar Pangea.