Senozoeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Senozoeg a zo un hoalad douarouriezhel hag en deus kroget 65,5 milion bloavezhioù'zo, goude steuziadur an dinosaored e diwezh ar C'hleizeg. En hoalad-se emaomp atav.
Rannet e vez ar Senozoeg etre daou sistem :
- Ar Paleogenel isrannet etre teir amzervezh : ar Paleosen, an Eosen hag an Oligosen
- An Neogenel isrannet etre peder amzervezh : ar Miosen, ar Pliosen, ar Pleistosen hag an Holosen
Dilezet eo bet ar rannadur etre an Trede hoalad hag ar Pevare hoalad, ar re-mañ teuziet er Senozoeg bremañ.
Er rummatadur diwezhañ e veze meneget ar Pevare hoalad evel ur sistem a zeue goude an Neogenel, ennañ ar Pleistosen hag an Holosen), met hiziv e vez astennet an Neogenel beteg hon amzer-ni.
Ar Senozoeg a zo hoalad ar Bronneged, simpl o stummoù er penn-kentañ, o-deus diforc'het e meur a skourrad loened douarel, morek hag aerel.
Emdroad an Angiospered a zo bet perzh bras all ar Senozoeg.
E-keñver an douarouriezh e c'heller merkañ m'en deus kendalc'het driv ar c'hevandirioù beteg o lec'hiad a-vremañ :
Kendalc'het eo bet isrannadur ar Gondwana :
- Aostralia ha Gwinea-Nevez a zo bet dilec'hiet war-du an Norzh ;
- An Antarktika en deus drivet beteg ar Pol Su ;
- Ledanaet eo bet ar Meurvor atlantel ;
- En amzerioù tostoc'h deomp, Suamerika a zo deuet da vezañ staget da Norzhamerika.
[kemmañ] Sell ivezh ouzh
- skeul amzervezhioù douarouriezhel