Kambrian
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Maread douarouriel kentañ ar paleozoeg eo ar c'hambrian. En em astenn a ra eus 542 milion a vloavezhioù'zo, e fin ar proterozoeg betek deroù an ordovisian, 488.3 milion a vloavezhioù'zo. Tennañ e anv eus cambria, anv latin Kembre lec'h ma oa bet kavet ar reier kentañ eus ar maread-se.
Ar c'hambrian a zo ar maread kentañ a gaver en e reier kalz fosiloù ag organegoù liesekoc'h eget spoue pe morgaoul. En-e-bad e yeas war-wel war-dro 50 strollad bras a anevaled - pe skourradoù. Hendadoù ebet a vez ganto ar peuliesañ. Ar c'hoarvoudenn-se e anver an darzhadeg gambrian.
Taolenn |
[kemmañ] Disrannadur ar c'hambrian
E tri ismaread eo disrannet ar c'hambrian
- ar c'hambrian abred
- ar c'hambrian krenn
- ar furongian
E daou varevezh faonek e vez disrannet pep hini an isramead-se. Ar paibian eo an hini nemetañ anavezet gant ar Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh. Ar re arall na oant ket bet anvet c'hoazh. E meur a varezhioù rannvroel e vez disrannet ar c'hambrian, avat.
Sinat | Norzh-amerikan | Rusat-Kazac'hat | Australiat | Rannvroel | |
---|---|---|---|---|---|
Furongian | Ibeksian (darn) | Ayusokkanian | Idamean | Dolgellian | |
Sunwaptan | Sakian | Mindyallan | Festiniogian | ||
Steptoan | Aksayan | Payntonian | Maentwrogian | ||
Marjuman | Batyrbayan | ||||
Kambrian krenn | Maozhangian | Mayan | Boomerangian | ||
Zuzhuangian | Delamaran | Amgan | Undillian | ||
Zhungxian | Florian | ||||
Templetonian | |||||
Dyeran | Ordian | ||||
Kambrian abred | Longwangmioan | Toyonian | Lenian | ||
Changlangpuan | Montezuman | Botomian | |||
Qungzusian | Atdabanian | ||||
Meishuchuan | Tommotian | ||||
Nemakit-Daldynian |
[kemmañ] Deiziadur ar c'hambrian
Krediñ a raed en em astenne ar c'hambrian eus 570 milion a vloavezhioù'zo betek 500 milion a vloavezhioù. E zeroù a lakaed d'an ampoent ma yae war-wel an trilobitoù hag an arc'heoyathided gentañ. E fin a lakaed da amzer ur c'hemm pouezus e ntur ar fosil adkavet hag a verk, war a greder, ul lazhadeg. Dizoloadenn fosiloù nevez ha deiziadurioù dre skinoberiusted a lakaas an amzeriadoù-se en arvar e-pad an XXvet kantved, avat. Diforc'hioù a zeiazadur a zo boutin etre klaskourien'zo.
Deiziadur dre skinoberiusted reier eus Brunswick Nevez a zamveneg e echuas ar c'hambrian abred 511 milion a vloavezhioù'zo, ar pezh na lez nemet 21 milion a vloavezhioù evit an ismareadoù arall. Un deiziadur nevezoc'h a lakaa deroù ar c'hambrian da 542 milion a voavezhioù'zo. Diazezet eo war studi goueledennoù eus Oman. Er vevenn etre ar c'hambrian hag ar proterozoig ez eus un diskar ment eus fonnusted ar c'harbon 13. Hervez Amthor (2003) e vefe liammet ouzh ul lazhadeg a vefe bet c'hoarvezet e fin an ediakareg. Dre chañs ez eus e goueledennoù Oman ur gwiskad a ludu tanveneziek, zirkonioù ennañ a c'heller deiziañ enun doare resis a-wal'ch eus 542 milion a vloavezhioù'zo. Gwirheñvel e vo lakaet d'an amzeriad-se deroù ar c'hambrian.
[kemmañ] Douaroniezh ar C'hambrian
War a greder e teu kevandirioù ar c'hambrian eus torridigezh ar dreistkevandir Ponnotia. Seblantout a ra e oa ar morioù bras ha nebeutoc'h don gant uhelgompezennoù kevandirel ment ma c'helle kreskiñ kalz organegoù. Krediñ a reer e oa tommoc'h hiniad ar c'hambrian eget hini fin ar proterozoeg met chom a reas fiñvadeg ar c'hevandirioù buan tre. Laurentia, lec'hiet e-kichen ar c'heheder, Baltica, dam-gonfoñtet dindan Meurvor Iapetus, ha Siberia a chomas dizalc'h tra ma krogas Gondwana da vont davet penn-ahel ar su. Ar c'hevandir brasañ a oa hemañ Panthalassa a c'holoe darn vrasañ an damsferenn-norzh. Bez e oa un niver a veurvorioù bihanoc'h ivez : ar Meurvor Rak-Tethys, ar Meurvor Iapetus, hag ar Meurvor Khanty.
[kemmañ] Hiniad
Tomm a-walc'h e oa hiniad ar c'hambrian. Evel ma na oa kevandir ebet er pennoù-ahel e c'helle ar redoù-mor tremen-distremen en un doare frank ha kelc'hiad ebet a oa yenn a-walc'h evit ma skorn ar mor.
[kemmañ] Faon ar C'hambrian
Estreget evit un nebeut fosiloù a zo o natur disklaer hag ar vryozoegoù ez eo bezañt an holl skourradoù loenel a-vremañ e-pad ar c'hambrian. Darn vrasañ anezho a zo aet war-wel, war a seblant, e deroù ar c'hambrian pe e fin a ediakareg. Un nebeut a skourradoù a-vremañ, korfoù gwak ganto, n'o deus kannad fosil ebet er reier kambrian, avat. Un niver bras ag anevaled iskis n'eo ket sklaer o liammoù gant ar furmoù arnevez a yeas war-well ivez.
Al lec'h gwellañ studiet a zo Skiltroù Burgess e Kolombia Bredenek. Goueledennoù eus ar c'hambrian krenn ez int ha miret e oa bet kalz fosiloù ag anevaled gwak o c'horf enno.