Karbonifer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar c'harbonifer a zo pempvet marevezh ar paleozoeg. En em astenn a ra eus dibenn an devonian, 359.2 milion bloavezh'zo betek deroù ar permian, 299.0 milion bloavezh'zo. Evel evit darn vrasañ ar marevezhioiù koshañ eo anavezet mat ar gweiskadoù roc'het a verk e zeroù hag e zibenn met diresis eo e deiziadur. Hervez ar gweleoù glaou a furmas en-e-bad eo anvet ar c'harbonifer. Ar Mississippian eo anvet lodenn gentañ ar c'harbonifer tra m'eo anvet an eben Pennsylvanian
Taolenn |
[kemmañ] Isrannadurioù
Disrannet eo ar c'harbonifer e daou ismarevezh, ar Mississippian hag ar Pennsylvanian, hag en un niver bras eus ismareadoù:
[kemmañ] Pennsylvanian diwezhat Kasimovian
- Klazminskian
- Dorogomilovksian/Virgilian
- Chamovnicheskian/Cantabrian/Missourian
- Krevyakinskian/Cantabrian/Missourian
[kemmañ] Pennsylvanian krenn Moscovian
- Myachkovskian/Bolsovian/Desmoinesian
- Podolskian/Desmoinesian
- Kashirskian/Atokan
- Vereiskian/Bolsovian/Atokan
[kemmañ] Pennsylvanian abred Bashkirian/Morrowan
- Melekesskian/Duckmantian
- Cheremshanskian/Langsettian
- Yeadonian
- Marsdenian
- Kinderscoutian
[kemmañ] Mississippian diwezhat Serpukhovian
- Alportian
- Chokierian/Chesterian/Elvirian
- Arnsbergian/Elvirian
- Pendleian
[kemmañ] Mississippian krenn Visean
- Brigantian/St Genevieve/Gasperian/Chesterian
- Asbian/Meramecian
- Holkerian/Salem
- Arundian/Warsaw/Meramecian
- Chadian/Keokuk/Osagean/Osage
[kemmañ] Mississippian abred Tournaisian (koshañ)
- Ivorian/Osagean/Osage
- Hastarian/Kinderhookian/Chautauquan/Chouteau
[kemmañ] Douaroniezh
Kiladeg ar morioù a verkas dibenn an devonian ne badas ket. E-pad ar Mississippian e c'holoe morioù bas darn vrasañ an izeldirioù. An temperatur a zigreskas war-dro penn-ahel ar su, avat, ha skornet e chomas su Gondwana e-pad an holl varevezh. N'anavezer ket hag e o ar skornegoù-se peurrest re dibenn an devonian pe o-doa en em furmet e-pad ar c'harbonifer. Levezon ebet war hiniad an trovanoù o-deus, avat. Koadegoù lagennek a greske 30° hepken diouzh bevenn ar skornegoù.
E krenn ar marevevezh e tigreskas adarre leve ar morioù ar pezh a voe abeg ul lazhadeg vihan. Da get e yeas un darn vras eus ar grinoided hag an ammonitoù. Merkout a ra an darvoud-se an harzhioù etre ar Mississippian hag ar Pennsylvanian.
Un amzer ag orogeniezh oberiant e oa ar c'harbonifer. Kevandirioù ar su, hag a furme a ar Gondwana a stokas ouzh Laurussia a-hed ar pezh a zo biz Amerika hiziv. Degas a reas an dra-se an orogeniezh Hersiniek en Europa hag an orogeniezh Alleghaniek en Amerika. Brasaat a reas ivez ar menezioù Apalach dre grouiñ ar menezioù Ouachita war-du o su. En hevelep amzer e kejas darn vrasañ ar pezh a zo ar blakenn euraziatek hiziv gant Europa a-hed ar menezioù Oural. Sina ar Su ha Sina an Norzh hepken a chome dizalc'h. An dreistkevandir nevez, Pangea e anv, en-doa furm ur O.
Daou veurvor a oa e-pad ar c'harbonifer : Panthalassa a c'holoe darn vrasañ an Douar ha Paleo-Tethys edo e kreiz Pangea. War zigresk e oa ar meurveurioù arall ha da get e yeas pa douezas ar c'hevandirioù a rible anezho.
- Meurvor Rheek (serret gant unvaniezh norzh ha su Amerika),
- Meurvor Oural (serret gant stokad Baltica ha Siberia)
- Meurvor Rak-Thethy (Serret gant stokad Sina an Norzh ha Siberia)
[kemmañ] Reier ha glaou
En Europa e vez kenaozet reier ar c'harbonifer eus gwiskadoù a raz, grag, skiltr hag a c'hlaou. Asambles e furm ar pezh a vez anvet cyclothems er Stadoù-Unanet ha coal measures e Breizh-Veur. Goueledennoù ar c'harbonifer abred a vez morel ar peurliesañ, ar pezh a zispleg disrannadur ar c'harbonifer e Amerikan an Norzh. Ar glaou furmet e-pad ar c'harbonifer a bourvezas darn vrasañ an trelosk evit an dispac'h greantel hag ur pouez armerzhel bras en-deus c'hoazh hiziv.
Evit daou abeg e voe furmet glaou ar c'harbonifer. E-pad ar marevezh-se e yeas war-wel ar gwez kentañ gant plusk met ar bakteri barrek da ismoriñ al lignin. Mat tre e oa ar marevezh evit kreskadeg koadegoù geunniek bras. Daoust ma oa uhel a-walc'h live ar morioù izeloc'h e oa eget e-pad an devonian, ar pezh a frankizas kelc'hiadoù-aod bras. Kalz karbon a voe beuziet er reier, a pezh a voe kaoz ur kresk eus ar feur a oksijen en atmosferenn. 35% a dizhas, war a greder, ar pezh a zegasas tanioù-gwall hag aesaat a reas donedigezh war-wel amprevaned ramz.
E biz Amerika e vez boutinoc'h ar gweleoù morel e-pad deroù ar c'harbonifer eget e fin ar marevezh.
[kemmañ] Buhez ar c'harbonifer
[kemmañ] Divellkeineged vorel
Er meurvorioù e oa ar strolladoù pennañ ar foraminifera, Anthozoa, bryozoa, brac'hiopodoù, ammonoided, ec'hinodermed (krinoided dreist holl),ha C'hondric'hthyed (ar bleizi-mor hag o c'herent).
Evit ar wech gentañ e furme ar foraminifera darn vrasañ ar faon morel. Fonnus e oa ar fusulina er pezh a zo hiziv Rusia, Sina, Japan ha Norzh-Amerika. Ar genadoù pennañ arall a oa Valvulina, Endothyra, Archaediscus, ha Saccammina Kavout a reer kregin a radioloaria e chertoù ar Chulm e Devon hag e Kernev-Veur.
Anavezet e vez ar spoue dre o spikuloù dreist holl. Ar genadoù pouezusañ a a zo Cotyliscus ha Girtycoelia. Da liesekaat a ra ar c'houral. Ar furmoù pennañ a zo rugosa ( Canina, Corwenia, Neozaphrentis) ha Tabulata. Ar Bryozoa a zo fonnus rannvroioù'zo. Ar gerentiad fonnusañ a zo ar fenestellidae hag a endalc'h Fenestella, Polypora, ha Archimedes.
Fonnus e oa ar brac'hyopodoù ivez. Enderc'hel a raent ar broduktided, a dizhas reoù'zo, evel ar Gigantoproductus, tra m'o-doa reoù rall evel ar Chonetes furmoù hengouneloc'h. An athyridided, ar spiriferided, ar rhynchonellided, ha an derebratulided a zo boutin.
Annelided evel Spirorbis ha Serpulites a zo boutin ivez e-barzh an holl rannvroioù. E-touez ar vlodeged e kreskas e niver ha pouez an divgrogeneged. Ar genadoù boutinañ a zo Aviculopecten, Posidonomya, Nucula, Carbonicola, Edmondia, ha Modiola. Ar rostrokonc'hed evel Conocardium a zo boutin ivez.