Eon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An eon eo ar prantad amzer douarouriezhel hirañ. Rannet eo istor an Douar e pevar eon : hadean (betek - 3,6 miliard a vloavezhioù), arkean (-3,6 Mbz betek -2,5 Mbz), proterozoeg (-2,5 Mbz betek -542 milion a vloavezhioù 'zo) ha fanerozoeg (adalek -542 vloaz 'zo). Dre ma'z eo re ziresis ne vez ket implijet ar ger-se kalz gant ar skiantourien. Bodet e vez alies ar pevar eon kentañ dindan an anv rakkambrian.