India
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
E Su kevandir Azia emañ ar Republik indiat, India evit berr. Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war an iskevandir indian etre aradennad an Himalaya en Norzh hag ar Meurvor indian, hemañ o vezañ a-dal d'he aodoù Kornôg ha Reter.
Anv ofisiel : Republik India
Poblañs : 1 027 milion a dud (diwar niveradeg 2001)
Gorread : 3,3 milion km²
Lec'hiadur : etre al ledredennoù 8° 4' ha 37° 6' norzh hag an hedredennoù 68° 7' ha 97° 25' reter (sellet ouzh ar skeudenn)
Hirder an aodoù : 17 600 km
Yezhoù : 17 yezh pennañ, 844 yezh ha rannyezh all
Relijionoù pennañ : hindouegezh, islam, kristeniezh, boudaegezh, sikegezh, jainegezh
Kan broadel : Jan gana mana skrivet gant Rabindranath Tagore
Ger-stur: satyam eva jayate (ar wirionez hepken a zo trec'h)
Banniel : (sellet ouzh ar skeudenn)
Arouez broadel : adskeudenn Leon Sarnath (sellet izeloc'h)
Loen broadel : an tigr
Evn broadel : ar paun
Bleuñv broadel : al lotuz
Gwez broadel : ar banian
Frouezh broadel : ar mangez
Moneiz : ar roupi
[kemmañ] An arouez broadel
- Arouez broadel India a zo anezhañ adskeudenn Leon Sarnath, e-kichen Varanasi en Uttar Pradesh. Hemañ a oa bet savet en 3de kantved kent Jezuz-Krist gant an impalaer Achoka evit merkañ al lec'h ma voe embannet da gentañ e aviel a beoc'h hag a frankizadur gant Bouddha da bevar c'horn ar bed. Setu e tiskouez an arouez broadel penaos e vez kadarnaet hec'h engouestl kozh evit ar peoc'h er bed hag ar volontez vat gant India a-vremañ.
- Emañ ar pevar leon (unan zo kuzhet war ar skeudenn), anezho arouezioù a nerzh, kalonegezh ha fiziañs, war ur sichenn ront. Gronnet eo ar sichenn-se gant pevar loen bihanoc'h, gouarnourien pevar c'horn ar bed: an olifant evit ar reter; ar marc'h evit ar su; an tarv evit ar c'hornôg hag al leon evit an norzh. Hag emañ ar sichenn-se war ul lotuzenn e bleuñv a vez taolennet ganti mammenn ar vuhez hag an awen grouus.
- Ar ger-stur sañskritek satyam eva jayate enskrivet dindan an arouez a sinifi ar wirionez hepken a zo trec'h.
|
|
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazakstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Qatar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anzavet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |