Japan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Kan broadel | Kimi Ga Yo (君が代) | ||||||
Yezh ofisiel | Japaneg | ||||||
Kêr-benn | Tokyo (東京) | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
377 835 km² 0.8% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankder ar boblañs |
127 417 244 annd. (2005) 337/km² |
||||||
Impalaer (Tennō) | Akihito (明仁) | ||||||
Kentañ ministr | Shinzo Abe (安倍晋三) | ||||||
Gouel broadel | ?? | ||||||
Moneiz | Yen (¥, 円) | ||||||
Kod pellgomz | 81 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .jp |
Ur strollad inizi pe Enezeg Japan a-hed aodoù sav-heol Azia a ya d'ober Japan. Peder enez pennañ a zo d'ar vro-mañ : eus an norzh betek ar su, Hokkaido, Honshu (an hini vrasañ), Shikoku ha Kyushu. 3 000 enez all a zo mod all. Kalz bihanoc'h int avat. 600 kilometrad e mervent Kyushu emañ Naha, war enez Okinawa a zo lod eus strollad inizi Ryukyu (pe retto e japaneg). Muioc'h eget 1000 kilometrad hirder a zo da enezeg Nanpo, e su Tokyo. Dindan Rusia emañ inizi Sakhalin (Karafuto e japaneg) ha Kouril (Chishima retto) a zo muioc'h eget 1200 kilometrad hirder dezho. E norzh ar vro emaint hag alies-kaer e vezont gwelet evel penn-pellañ Japan.
[kemmañ] An Istor
Roiñ a ra ar vojenn da gred e voe diazezet Japan er VIIvet kantved kent J.-K gant an impalaer Jimmu. Degaset eo bet ar sistem skritur sinaek hag ar vouddhaelezh e-tro ar Vvet kantved hag ar VIvet kantved, deuet gante ur maread levezon a sevenadurezh sinaat bras ha hir. Komanderien simbolik e voe an impalaerien, na bout ma oa peurlïesañ gwir c'halloud ar vro gant noblañs galloudek al Lez, rejanted anezhe, pe shoguned anezhe (gouarnourien-arme).
E-tro pad ar XVIvet kantved ec'h aochas e Japan koñversanted deuet eus Portugal, eus an Izelvroioù, eus Bro-Saoz, hag eus Bro-Spagn, asambles gant misionerien gristen. E-pad al lodenn gentañ eus ar XVIIvet kantved e tiskredas ar shogunamant warne ma oant ar prevedioù eus un aloubadenn gant an armeoù european hag e tihanas an holl daremprejoù gant an diavaes nemet daremprejoù strizhik gant marc'hadourien eus Sina, hag eus an Izelvroioù e Nagasaki (dres war enez Dejima). Hag e-barzh an distro e-pad 200 vloaz, ken ma forsas ar C'homodor Matthew Perry war Japan a-benn he digoriñ war broioù ar c'hornaoueg gant feur-emglev Kanagawa e 1854.
E-korf un nebeud bloavezhioù hepken en em dreuzfurmas kalz kevredigezh ar vro pa oa deuet an daremprejoù en-dro gant broioù ar c'hornaoueg. Laket eo bet ar shogunamant da roiñ e zilez, laket an Impalaer da ren en-dro. Gant ar renevezerezh Meiji e 1868 e teuas adkempennoù e-leizh. Torret ar sistem dalc'hel, ha kalz lezennoù eus broioù ar c'hornaoueg a voe kemeret, enne ur sistem lezenniñ hag a c'houarnamant hag adkempennoù all ivez : armerzh, kevredigezh hag arme, ar pezh a dreusfurmas Japan en ur riez vras eus ar bed. Ambisionet-mat e teuas da vezañ ar vro gant-se, hag ar brezel a-enep da Sina (1895), hag a-enep da Vro-Rusia (1905) dre-se. Gounezet gant Japan: Korea, Taiwan ha teroueroù all a-ziwar da se.
Hag er penn kentañ eus an XXvet kantved e kendalc'h an estenn: aloubiñ Mandchouria, un eil brezel e Sina (1937), ha da echuiñ an argadenn e Pearl Harbor e 1941, ar pezh a lakaas ar vro da gemer perzh en eil brezel-bed. Trec'het e voe Japan e 1945 da ziwezhañ, larget div vombezenn atomek gant ar Stadoù-Unanet, unan war Hiroshima hag unan all war Nagasaki. Kodianañ a ra Japan hag aliañsiñ gant an Amerikaned d’an 2 a viz Gwengolo 1945.
Dindan gward ar Stadoù-Unanet e chomas Japan gwastet betek 1952. Addeuet ar vro d'he ment a orin en em lak an armerzh en e sav en-dro goude 1952, ha berzh gant annezidi an enezennoù a-benn bremañ.
|
|
---|---|
Afghanistan | Arabia Saoudat | Armenia2 | Azerbaidjan1 | Bahrein | Bangladesh | Bhoutan | Brunei | Egipt3 | Emirelezhioù Arab Unanet | Filipinez | India | Indonezia5 | Iran | Iraq | Israel | Japan | Jordania | Jorjia1 | Kambodja | Kazakstan1 | Kiprenez2 | Kirgizstan | Korea an Norzh | Korea ar Su | Koweit | Laos | Liban | Malaysia | Maldivez | Mongolia | Myanmar | Nepal | Oman | Ouzbekistan | Pakistan | Qatar | Rusia1 | Republik Pobl Sina | Republik Sina (Taiwan) | Singapour | Siria | Sri Lanka | Tadjikistan | Thailand | Timor ar Reter4 | Turkia1 | Turkmenistan | Viêt Nam | Yemen | |
Stadoù ha n'int ket anzavet | |
Nagorno-Karabac'h2 | Tamil Eelam | |
Rannvroioù gant ur statud ispisial | |
Hong Kong | Makao | Palestina | |
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn. |