Ariel Sharon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ariel Sharon (אריאל שרון Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (bremañ e Stad "Israel").
Jeneral eo ha Kentañ Ministr Stad "Israel" eo bet abaoe ar 17 a viz C'hwevrer 2001.
[kemmañ] Ar soudard
E 1942 e teuas da vezañ ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h e teuas da vezañ ezel eus Haganah, un aozadur damvilourel kuzh.
E 1953 e voe krouet ar "c'hommandoioù 101" gantañ.
E 1956, e-pad brezel ar Sinai, e voe e penn an harzourien-lamm.
E 1967, e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannoù al lu a yeas d'ar Sinai. Brud spontus a zeuas dezhañ koulz e-touez ar soudarded hag er bobl.
E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud, ur strollad bet krouet gantañ. E miz Here e voe e penn rann an tankoù a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour.
A-drugarez dezhañ e c'hellas ur 25.000 trevadener bennak ober o annez etre 1977 ha 1981.
[kemmañ] Ar Ministr soudard
E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantañ da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi.
Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban. Dindanañ e voe drouglazhet Palestined e kampoù Sabra ha Chatila. E zilez e voe rediet da reiñ.
[kemmañ] Ar politikour
E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferioù Diavaez.
E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegoù kollet e miz Mae 1999.
D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003.
Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel.
E 2004, goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina : Mahmoud Abbas. Divizout a reas dilezel bandenn Gaza. D'an 11 a viz Gwengolo 2005, ne oa trevadenner ebet ken eno.
Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantañ : Kadima (קדימה, "war-raok").
E penn ar sontadegoù e oa pa savas ennañ un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhañ da chom a-sav.