Prederouriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Petra eo ar brederouriezh?
Ne c'heller ket kompren ar brederouriezh (graet eo ivez gant ar filozofiezh) evel ar guriusted, an emyoul avit gouzout , techoù kreñv an Den , rak e vezont broudet ar vugale ganto ha marteze an Australopithecus a oa renet ganto ivez pa 'z ae er-maez eus e annez.
En Henc'hres e kaver orin prederouriezh ar C'hornôg. Implij a rae ar Gresianed kozh ar ger Philosophia (Philo- = kar-; sophia = furnez). Hervez Nicola Abbagnano , en em ziskouez termen ar prederouriezh evel un añv roet d'ur seurt enklask ha n'eus anezhi, emezañ, er varzhoniezh Homeros hag Hesiodos).
Pitagoras en em ginnige evel ur sofour (eus sophos) hag Herodotos pa tibun un diviz etre Cresus ha Solonos a implij an termen en e ster gerdarzhel "gweladenniñ meur a vro en ur philosophiañ".
Thoukidides a zegas deomp komzoù Perikles : Ni, Atenidi, plijet omp gant ar gened hep poan ha gant ar prederiata hep aon. Ne oa ket ar brederouriezh ur c'helenn c'hoazh. Skrivañ a reas Kikero eo bet Pitagoras an hini kentañ o implij an termen pa lavare : "Er vuhez e c'hoarvez evel er C'hoarioù e Olimpia pa teu marc'hadourien evit ober kenwerzh, ch'oarerien evit ar c'henstrivadegoù hag reoù all dre guriusted hag e rae prederourien eus outo.
Heraklitos a Efesos a lavare e tlefe ar philosophoi bezañ enklaskerien mat war meur a dra. Un seurt enklask e oa ar brederouriezh en e derou. Evit Platonos e oa tre kelennoù evel ar mentoniezh, ar sonerezh hag all gwelet evel pazennoù kentañ an hent d'ar brederouriezh.
Dre vras | Prederouriezh · Porched · Rummad stag d'ar brederouriezh | Prederouriezh ar Reter · Prederouriezh ar C'hornôg | Istor ar brederouriezh: Henamzer · Krennamzer · Amzer Vodern · Amzer a-Vremañ |
Rolloù | Naouturioù a-ziazez · Rollad naouturioù · Prederourien · Prederouriezhioù · Geriaoueg · Luskadoù · Embannadurioù · Kement-all a rolloù |
Rannoù | ar Gened · ar Vuhezegezh · an Epistemologiezh · ar Boelloniezh · an Usfizik |
Prederouriezh war | an Emzalc'h · an Deskadurezh · ar C'heografiezh · an Istor · Natur an den · al Lavar · ar Gwir · al Lennegezh · ar Matematikoù · ar Spered · ar Brederouriezh · ar Fizik · ar Politikerezh · ar Psikologiezh · ar Relijion · ar Skiantoù · ar Skiantoù sokial |
Skolioù | Analytic philosophy · Continental Philosophy · Critical theory · Deconstructivism · Determinism · Dialectics · Empiricism · Existentialism · Hermeneutics · Humanism · Idealouriezh · Danvezelouriezh · Neopositivism · Nihilism · Phenomenology · Platonegezh · Positivism · Postmodernism · Poststructuralism · Pragmatism · Rationalism · Relativism · Scholasticism · Skepticism · Stoikegezh · Structuralism |
Daveoù a-ziavez | Primer · Internet Encyclopedia of Philosophy · Philosophical dictionary · Stanford Encyclopedia of Philosophy · Internet philosophy guide |