Matematikoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Matematikoù [gres. Mathêmatikos], Ur poz kozh ouzhpenn 2 500 bloaz eo, evel Aritmetik ha Geometriezh. Ur siañs aet hidi an dez da vezañ universel, gant pozioù mui-oc'h-mui internasional. Bez' zo matematikoù pur, matematikoù modern ha matematikoù apliket.
Ar poz Matematikoù a dalv da lavaret studi ar modelioù a gementad, ar struktur, ha chañchamant ha spas, ha hennezh a zeu deus ar gresianeg μάθημα (mathêma) : siañs, anavoud, deskiñ. Evit-bremañ vez termenet ar c’hlask strukturioù abstret en un doare aksionomik dre implijañ al lojik formel da ziazez a labour. Orin ar strukturioù klasket zo e-barzh siañsoù an natur, gant ar fisik d’al lïesañ. Evelato eo rik e-barzh ar matematikoù emañ ar pep brasañ eus ar strukturioù, oc’h unvaniñ tachennoù-talvezañ difer pe o vezañ binviji evit sikour a-fed ar jedadurioù.
E-keñver an istor e veze graet gant ar matematikoù evit ar c’hoñvers, musuliañ ar gorroennoù hag evit diouganañ darvoudoù astronomik.
Studi ar struktur a grogemp ganti gant an niveroù, da gentañ-penn gant an niveroù naturel hag an niveroù anterin. E-barzh an aljebr-diasez emañ ar reolennoù o ren an oberiadurioù aritmetik. Studiet e vez perzhioù an niveroù gant teorienn an niveroù.