Gresianeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Gresianeg (Elliniká, Ελληνικά) | |
---|---|
{{{statud}}} | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia |
Rannved : | |
Komzet gant : | 15 000 000 |
Renkadur : | goude 74 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | el |
ISO 639-2 | gre, ell |
Kod SIL | ELL |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ar gresianeg ( Ελληνικά) (gregach eo an anv nemetañ a veze implijet a-raok) a zo ur skourr en e-unan eus ar yezhoù indezeuropek. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz'zo hag eo an istor koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darnvuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.
Skrivet eo ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ m'eo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.
[kemmañ] Istor
Komzet eo bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kent Jezuz-Krist evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al Linennek B eus 1500 kent Jezuz-Krist. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al Linnenek B hag al lizherenneg gresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (circa 1000 kent Jezuz-Krist). N'eus ket bet kalz a chañchamant abaoe.
Dre voas e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :
- Gresianeg mikenat, yezh ar sevenadur mikenat a weler skrivet gant al Linennek B
- Henc'hresianeg da gentañ ar gresianeg kozh-bras ha goude e teu ar gresianeg klasel. Hemañ a zo bet studiet koulz gant tud ouiziek ar Bed muzulmat ha gant reoù en Europa abaoe ar Grennamzer.
- Gresianeg hellenistel (gresianeg ar c'hoine pe ar c'hoine e vez graet eus outañ ivez - koine = "boutin"). Ur yezh gresianeg boutin hag etrebroadel, an hini kentañ a zo bet, hag eo deuet eus teuziadur an atikeg, rannyezh Aten gant rannyezhoù all. Derou ar yezh voutin a c'heller adkavout diwar heñchadurioù armeoù Aleksandr Meur hag emdroad an tiriadoù m'en-deus aloubet. Pa 'z eas ar sevenadur hellenistel d'en em ledanañ e voe komzet ar c'hoine eus an Egipt betek harzoù an Indez.
- Goude ma voe ar Romaned trec'h war Vro-C'hres e oe staliet un divyezhegezh e Roma ha e meur a diriadoù an Impalaeriezh roman. Ar gresianeg boutin a zeuas da vezañ un eil yezh nann-ofisiel a gomze meur a zen, uhel pe izel, pe evel yezh kentañ pe evel eil yezh. Liammet eo ar gresianeg boutin da derou ar Gristeniezh peogwir eo bet skrivet an Testamant nevez gantañ hag e seblant e prezege e gresianeg an Abostoled, darn anezho gant un anv gresianeg (Kephas (Pêr), Mazias, Taddeos). Anvioù all a vez roet d'ar yezh hellenistel : ranyezh Aleksandria, gresianeg goude-klasel ha gresianeg an Testamant nevez ivez.
- Gresianeg ar Grennamzer
ur c'hendalc'h eo d'ar c'hoine eo bet ar yezh oficiel ha vernakular a veze komzet en Impalaeriezh Bizañs e-pad ar Grennamzer. Anvet eo gresianeg Bizañs ivez.
- Gresianeg modern: Emdroad ar gresianeg modern diwar ar gresianeg boutin a c'hell bezañ adkavet adalek derou ar Grennamzer.
Da veza~kendalc'het