Francis Drake
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur c’hourser hag un ergerzher saoz e voe Francis Drake (ganet e 1540 ? - marv d’an 28 a viz Genver 1596).
Taolenn |
[kemmañ] Yaouankiz
Ganet e voe e Tavistock, e Devon, en ur familh labourerien-douar paour ha bras (12 a vugale). Ez-yaouank, da 13 vloaz, e lestras evel mous e bourzh ur vag a rae kenwerzh e Mor an Hanternoz. Diwezhatoc’h, pa varvas ar c’habiten, perc’henn ar vag, e voe kemeret e blas gant Drake. Ugent vloaz e oa neuze. Da 23 bloaz e reas e veaj kentañ a-dreuz ar Meurvor Atlantel.
[kemmañ] Kourser en Antilhez
War-dro 1563 ez eas war vag da Afrika, gant e genderv John Hawins, da brenañ sklaved eno evit gwerzhañ anezho war-lerc’h e trevadennoù Amerika. Taget e voe an daou baotr gant Spagnoled en Antilhez ha darbet e voe dezho bezañ tapet ganto.
Er bloavezhioù war-lerc’h, Drake a dremenas e amzer o preizhañ trevadennoù spagnol Amerika. Buan e voe brudet evel ur moraer akuit hag ur brezelour dispont. E 1572, e penn daou lestr, e teuas a-benn da gemer digant ar Spagnoled kêrioù Nombre de Dios ha Venta de Cruz, war aod reter strizh-mor Panamá. Dastum a reas aour forzh pegement hag an arc’hant a rankas lezel war e lerc’h pa oa re bounner da gas da Vro-Saoz war al listri. E 1753 e teuas da Vro-Saoz en-dro, gant tregont den hepken, ha pep hini anezho deuet da vezañ pinvidik-mor. E-pad ar bloavezhioù-se e voe ar Saoz kentañ o welout ar Meurvor Habask diwar menezioù kreiz strizh-mor Panamá.
[kemmañ] Tro ar bed
Etre 1577 ha 1580 e voe Francis Drake ar Saoz kentañ oc’h ober tro ar bed, war c’houlenn ar rouanez Elisabeth Iañ a Vro-Saoz. Mont a reas kuit eus Plymouth gant pemp lestr ha kartennoù ha lomaned eus Portugal. Mont a reas hebiou beg su Amerika dre strizh-mor Magelhaes ha kaset e voe gant an avel pelloc’h war-zu ar c’hreisteiz. Kement-se a roas an tu dezhañ da welet ne oa Douar an Tan (Tierra del Fuego) nemet inizi ha ne oa ket stag ouzh ur c’hevandir bras a vije er su da Amerika. Gant ul lestr hepken ez eas war-zu an hanternoz, a-hed aodoù Amerika. Goude bezañ taget ha preizhet meur a vag ha meur a borzh spagnol e erruas war un aod en norzh d’an douaroù dalc’het gant ar Spagnoled. Eno e piaouas an douaroù dizoloet gantañ hag ober a reas Nova Albion anezho. Hervez an istorourien e vije bet ar vro-se un tu bennak etre ar pezh zo bremañ Kalifornia hag Enez Vancouver. Goude-se ez eas war-zu ar c’hornôg, treuziñ ar Meurvor Habask, hag erruout mizioù war-lerc’h en Indez ar reter : war aodoù an inizi Maluku e voe darbet d’e vag mont d’ar strad met dont a reas a-benn d’he c’hempenn. Kenderc’hel a reas gant e hent war-zu reter Afrika, tremen hebiou Kab ar Spi Mat ha distreiñ da Europa. D’ar 26 a viz Gwengolo 1580 e erruas e porzh Plymouth, gant e vag, warni 60 den hag e-leizh a vadoù. Goude e zistro e voe noplaet gant ar rouanez Elesbed.
[kemmañ] Armada Spagn
Kregiñ a reas ar brezel etre Spagn ha Bro-Saoz. Mont a reas Drake da Amerika adarre e 1585 ha tagañ trevadennoù spagnol. Preizhañ a reas porzhioù Santo Domingo ha Cartagena ha distreiñ da Vro-Saoz gant e vadoù. Divizout a reas roue Spagn, Fulup II, klask aloubiñ Bro-Saoz ha lakaat a reas sevel listri evit se. Francis Drake, a oa bet anvet da vesamiral gant rouanez Bro-Saoz, a zivizas mont da dagañ Cádiz, unan eus brasañ porzhioù-mor Spagn d’ar mare-se. Dont a reas a-benn da aloubiñ ar porzh ha da zistrujañ un toullad mat a listri, e miz Ebrel 1587.
Ur perzh a bouez en devoe Francis Drake goude-se er stourm a-enep Armada Spagn pa teuas al listri spagnol da glask aloubiñ Bro-Saoz e 1588. Lestraz Bro-Saoz a redas war-lerc’h bigi an Armada e Mor Breizh ha rediañ anezho da gaout repu dirak aodoù Flandrez Frañs (ul lodenn eus an Izelvroioù spagnol d’ar mare-se). Eno e voent faezhet da vat en Emgann Gravelines, d’an 30 a viz Gouere 1588.
E 1589, war-lerc’h an trec’h war an Armada, e voe kaset Drake da Bortugal da reiñ skoaz d’an dud emsavet a-enep an unaniezh etre Spagn ha Portugal, met c’hwitañ a reas war e daol.
[kemmañ] Dibenn e vuhez
Derc’hel a reas Francis Drake, er bloavezhioù war-lerc’h, da dagañ ar Spagnoled. E 1595 e voe taget Panamá gantañ, met lamm a gavas eno. Gant ar flus-gwad e varvas, d’an 28 a viz Genver 1596, pa oa o klask preizhañ porzh San Juan e Puerto Rico. Lidet e voe e varv e Spagn, ma veze gwelet evel enebour brasañ ar roue Fulup II.