Meurvor Atlantel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Etre kevandirioù Norzhamerika hag hini Suamerika eus un tu ha kevandirioù Eurazia hag hini Afrika eus un tu all emañ ar Meurvor atlantel. Dont a ra e anv eus Atlas, un Titan, da lavaret eo unan eus an doueoù gresian a rene, hervez ar vitologiezh, a-raok ma teufe an doueoù olimpat. Dougen a rae Atlas an Neñv war e chouk ma ne gouezhje war ar Douar. Edo oc'h ober an dra-se en Hesperidioù, Strizh-Mor Gibraltar bremañ, dor ar Meurvor atlantel evit an Henc'hresianed. E Norzh ar Meurvor atlantel e kaver Meurvor Arktika, hag er Su Meurvor Antarktika.