Aleksandria (Egipt)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Eil kêr ha porzh pennañ Egipt eo Aleksandria (gresianeg Αλεξάνδρεια, kopteg Rakotə, arabeg الإسكندرية, treuskrivet : Al-Iskandariya), (5 milion a annezidi). En em ledañ a ra kêr war 30 kilometrad a-hed aod ar Mor Kreizdouarel ha kement all en donded ar vro e Mervent Egipt.
Un greizenn greantel pennañ eo a-drugarez d'an eoulsanioù ha d'ar gassanioù a zegas gremm adalek kêr Suez.
E Aleksandria emañ ar Biblioteca alexandrina, al levraoueg modern-tre nevez savet gant an harp etrebroadel.
[kemmañ] Istor
Anvet eo bet kêr Aleksandria diwar Alexsander Veur, he diazezer. Goude e varv (- 323), sez unpennoù ptolemaek Egipt a zeuas buan da vezañ kêr vrasañ ar sevenadur hellenistel, an eil tolpadur goude kêr Roma. Echu e oa gant he statud evel kêr-benn goude bezañ bet devet gant an alouberien islamek er VIIvet kantved. Digreskiñ a reas he ment ken na zeuas da vezañ nemet ur gêriadenn annezet gant pesketerien e dibenn an Impalaeriezh ottoman, pa oa deuet Kaero da vezañ kêr-benn nevez ar vro.
En Henamzer e oa brudet kêr pa oa enni unan eus Seizh Marzh ar Bed, da lavaret eo Tour-tan Aleksandria hag ivez al levraoueg vrasañ a oa en amzer-se. E 1994 e krogas furchadennoù dindanvor e karter an tour-tan hag adkavet e voe lod eus e vein-ben hag un nebeud delwennoù koulz ha dismantroù savadurioù savet e-pad tiernelezh ar Btolemaied, an holl diskaret gant Krenoù-douar.