Kêr-benn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur gêr m'emañ sez ur galloud politikel pe armerzhel enni war un takad, ur bastell-vro pe ur vro a zo anvet ur gêr-benn (liester : kêrioù-penn). P'eo dibar roll ur gêr war dachennoù'zo e vez graet kêr-benn eus ar gêr-mañ ivez. Skouer : An Oriant, kêr-benn ar beskerezh e Breizh.
Ne lakaer ket e brezhoneg un troc'h etre ur gêrbenn-riez ha ar c'hêrioù-penn all :
- Pariz eo kêr-benn Vro-C'hall ha Canberra hini Aostralia
- Naoned eo kêr-benn istorel Breizh
- Roazhon eo kêr-benn Rannvro Breizh, un takad melestradurel eus Bro-C'hall
- Pont-'n-Abad eo kêr-benn ar Vro-Vigoudenn
- Cotonou eo kêr-benn armerzhel Benin ha Porto-Novo kêr-benn bolitikel ar vro-se