Levraoueg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Dre voas e vez gwelet ul levraoueg evel un dastumad levrioù ha mareadegoù. Liester : levraouegoù. Gerdarzh : levr + -aoueg, al lostger evit talvezout ez eus ur c'hementad bras eus ar penngef.
E kerz un den prevez e c'hell bezañ ul levraoueg, met an darn-vuiañ anezho a zo paeet ha meret gant ur gêr pe un ensavadur. Ar pal a zo reiñ tu d'un toullad a dud mont da genimplij levrioù ha ne vijent ket gouest kaout ez-prevez. Ur roll bras a zo bet hini al levraouegoù evit treuskas an anaoudegezhioù, al lennegezh ha pep elfenn sevenadurel a c'hell bezañ skrivet pe enrollet pe lakaet war skeudenn.
Koulskoude ez eus bet ijinet meur a baronoù (média e galleg) evit enderc'hel testennoù, skeudennoù ha ditouroù a bep seurt. Teul a vez implijet ivez evit pep a baron un ditour pe ditourioù ennañ. Bremañ e vez kavet e meur a levraouegoù pladennoù (sonerezh pe ditouroù niverel), skeudennoù, oberezhioù arz, bandennoù enrollet, kartennoù (douaroniezh), mikrofichennoù hag all.
Muioc'h-muiañ e vez kavet e-barzh al levraouegoù ur mont-tre foran d'an diazezoù-ditour ha d'ar c'henrouedad Internet.
E fin ar XXvet kantved. eo erruet ar chañchamant-mañ bras pa liesseurt eo roll al levraouegoù ha pa teu enno muioc'h-muiañ a ditouroù diavaez n'int ket klozet gant o mogerioù.