Teba (Egipt)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lodek eo ar pennad-mañ eus an heuliad Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
Nomoù |
Kêrioù |
Monumantoù |
Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt |
Kreiz Egipt |
Gorre Egipt |
Nubia |
Tebas (Θῆβαι, Thēbai), a zo anv gresianek Ouaset, anvet ivez Niwt (Ar Gêr), e henegipteg :
|
(w3st). Bremañ e vez graet Louksor (arabeg: لأقصر) eus al lec'h-se.
E penn pevare nom Egipt e oa Tebas. Kerbenn rannvroel er penn-kentañ, e teu Tebas da vezañ ur gêr pouezus da live Egipt adalek an XIvet tiernelezh, tiernelezh ar Montouhoteped hag an Antefed o vezañ a orin eus Tebas. Tebas a zo ivez kêr orin ar familh Taâ, hendadoù Kamose hag Ahmose, dieuberien Egipt eus an Hyksosed. A-ziwar-se e teu Tebas da vezañ kerbenn Egipt e pad an XVIIIvet ha XIXvet tiernelezhioù.
Doueed pennañ Tebas a oa Amon, Mout ha C'honsou.
[kemmañ] Lec'hiennoù arkeologel pennañ Tebas hag an tro-war-droioù
- Karnak : Temploù Amon-Re, Mout, C'honsou, Montou, Ptah ;
- Templ Louksor : Temple Amon-Min ;
- Traonienn ar Roueed ;
- Traonienn ar Rouanezed ;
- Deir el-Bahari ;
- Deir el-Medineh ;
- Gournah ;
- Ramesseum ;
- Medinet Habou