Nom (Henegipt)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lodek eo ar pennad-mañ eus an heuliad Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
Nomoù |
Kêrioù |
Monumantoù |
Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt |
Kreiz Egipt |
Gorre Egipt |
Nubia |
Bez' e oa an Nomoù (eus ar gresianeg νομοι, nomoi, a dalvez rann, distrig; sepat e demoteg), rannoù melestradurel a veze lodennet Egipt ganto en Henamzer. Ar c'hentañ rann velestradurel a oa ar vevenn a oa daouhanteret Egipt drezi etre Gorre Egipt ha Goueled Egipt. Bep a gêr-benn ha bep a arouez a oa gant an nomoù. Etre eizh nom ha tregont ha daou nom ha daou-ugent zo bet hervez ar mareoù. E-pad ar marevezh ptolemaek ha roman e teuas an nomoù da vezañ rannvroioù melestradurel.
Meret e veze an nomoù en anv ar Faraon gant gouarnerien a veze graet nomarked anezho.
Evit doare eo ken kozh rannadur Egipt e nomoù hag ar marevezh rakktiernelek (e-tro an XXXIIl kantved kt JK. E penn-kentañ e oa eus an nomoù-se keodedoù-Stad bet unvanet tamm-ha-tamm. Gant Menes e voe peurechuet unvanidigezh an nomoù.
Ouzhpenn padout a-hed 3000 vloaz eo chomet stabil a-walc'h anvioù, niver, urzh ha gorread an nomoù. Lod, evel Xois en delta, pe Khent e Gorre Egipt a gaver meneget o anv war maen Palermo bet engravet e-pad ar Vvet tiernelezh. Re all, evel Bubastis, zo bet savet da vare ar Rouantelezh Nevez. Renet o deus ar pep brasañ eus faraoned Egipt war 42 nom.
Ugent nom a oa e Goueled Egipt, kreizennet gant Mimfis, kêr-benn ar Rouantelezh kozh. Heuliañ a ra an niveradur red an Nil; gant nomoù ar reter emañ ar sifroù brasañ.
Daou nom war-ugent a oa e Gorre Egipt. Heuliañ a rae an niveradur anezho red an Nil ivez.
Taolenn |
[kemmañ] An Nomarked
E penn pep nom e oa un Nomark. Peuliesañ e vezed nomark dre hêrezh met gallout a rae ar faraon envel unan bennak war ar garg. Pa oa kreñv ar galloud kreiz eo ar faraon hollc'halloudus a zibabe an nomarked peurliesañ. Pa veze gwanoc'h ar galloud (e-pad an aloubadegoù pe pa oa brezelioù diabarzh, peurgetket) en em aoze an nomoù o-unan hag e tape ar vibien lec'h o zadoù. Ingal e veze tabutoù etre breudeur evit an hêrezh e-pad ar Marevezh Etre kentañ, mare ma oa gwanaet ar galloud kreiz, dreist-holl etre ar VIvet hag an XIvet tiernelezh.
[kemmañ] Teuzvevañs an nomoù
Miret eo bet framm an nomoù a-hed ar marevezh ptolemaek tre betek mare ar Romaned. Dindan beli ar Romaned e veze skoet moneiz gant nomoù zo : ar "pezhioù nomek". Miret o deus an nomoù o fouez melestradurel evel unanenn diazez ar vro betek adframmadur klok ar vurokratelezh dindan ren Diokletian ha Konstantin Iañ.
E -307 eo bet erlec'hiet an nomoù gant pouioù (pagi) gouarnet gant ur Pouier (pagark). Ne'z ae ket e roll pelloc'h eget hini un dastumer tailhoù ha pennlusker an armeoù lec'hel. Peurliesañ e oa eus ar baouierien perc'henned pinvidik a oa mestr war ar paou renet ganto dre ar galloud hag an arc'hant.
[kemmañ] Goueled Egipt
|
|
|
|
|
---|---|---|---|---|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
[kemmañ] Gorre Egipt
|
|
|
|
|
---|---|---|---|---|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Daveennoù
- (en)
Alan K. Bowman (1990) Egypt After the Pharaohs, Oxford University Press.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (en)
An nomoù
|
Porched Egiptopedia |
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |