Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Temploù Henegipt - Wikipedia

Temploù Henegipt

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skeudenn:Kartouchenn_lec'hioù.jpg
Lodek eo ar pennad-mañ eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù
Kêrioù
Monumantoù
Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt
Kreiz Egipt
Gorre Egipt
Nubia
Templ Dendur, savet war urzh Aogust, miret er Metropolitan Museum of Art, e New York
Brasaat
Templ Dendur, savet war urzh Aogust, miret er Metropolitan Museum of Art, e New York

N'eus ket bern sevenadurezhioù er bed o dije lakaet sevel kement a vonumantoù evit enoriñ o doueeoù ha hini Henamzer Egipt. Savet da gentañ evel klozadurioù kinklet gant totemoù sakr da vare an Henvarevezh, ne baouezo ket stumm an temploù da emdreiñ a-hed an istor faraonek. Dreist-holl eo an tremen eus ar brikennoù kriz da "zanvez ar beurbadelezh, ar maen, eo zo o vont da cheñch penn-da-benn doare ar savouriezh relijiel pa vo tu gantañ da sevel savadurioù monumantel. Gwir en doa ivez faraon, doue bev anezhañ, da gaout e dempl ivez : "kastell ar milionoù a vloavezhioù" a-benn lakaat e "bâ" (ene) da drebadout en tu all d'ar marv.

Krediñ a rae da Egiptiz an Henamzer e skuilhe an Doueed o bennozh warno e-keit ha ma choment war an Douar. Evit mirout anezho tost dezho ha bezañ sur eus o madelezh e klaskent plijout dezho e kement doare a oa. Evit-se eo ma'z eus bet savet santualioù ma veze enoret an Doueed bemdez gant beleien e-lec'h faraon, an hanterour nemetañ etre an doueed hag an dud. Ouzhpenn bezañ lec'hioù pediñ e oa an temploù lec'h annez douarel gwir an doueed ivez. Dibabet o doa an doueed dont da chom enno e stumm delwennoù sakr a veze graet war zro gant ar veleien dre roadoù hag al liderezh.

En temploù e veze graet o deskoni gant ar veleien yaouank ivez, enno e veze desket soutilderioù an deologiezh ha furnez ar re gozh. Kreizennoù studi steredoniel e oant ivez ha, dre ar Per-Ankh, kreizennoù studi klok ma veze adskrivet ha deskrivet an testennoù sakr gant ar skriverien.

Implijout a rae an temploù brasañ, evel hini Amon e Karnak, ur c'hoskor melestradurel bras a veze meret gantañ madoù ar gloer, an "domani sakr".

Kalz muioc'h eget lec'hioù devot e oa an temploù neuze : bez' e oant ivez ti an doueed hag un ensavadur, ur savadur sevenadurel ha relijiel.

E-touez an temploù, ez eus lod brudet-kaer (en o zouez ez eus lod zo aet d'an traoñ)

  • Templ Osiris e Abydos
  • Templ Thot e Hermopolis
  • Templ Isis e Philae (Asouan- e biojoù : enez Agilkia)
  • Iseion e Behbeit al-Hagar e Delta an Nil
  • Templ Amon-Ra e Teba Karnak
  • Templ Mout ar Spouronus (Sekhmet) e Karnak (Louxor)
  • Templ Khonsou e Karnak
  • Templ Amon Min Teba (Louxor)
  • Templ Râ e Heliopolis (karter eus Kaero)
  • Templ Aton Akhetaton / Amarna
  • Templ Aton eus Gem Paaton e Karnak
  • Templ Râ e Derr (Asouan- e biojoù  : Nubia)
  • Templ Ptah e Mimfis (trowardroioù Kaero)
  • Templ hémispeos Ptah e Gerf Hussein (Nubia)
  • Templ Hathor e Denderah
  • Templ Hathor itron ar Sikamorez kreisteiz e Mimfis
  • Templ Hathor itron ar Sikamorez e Heliopolis
  • Templ Serapis hag Isis-Pharia e Aleksandria
  • Templ Apis e Mimfis
  • Speos ar pevar c'hrouer e Abou Simbel (Ramses II) : Râ, Amon, Ptah ha Ramses
  • Templ speos Hathor itron Ibshek ha Sothis-Nefertari e Abou Simbel
  • Templ Horus e Apollinopolis Magna (Edfou)
  • Templ Horus kozh ha Sobek e Ombos (Kôm-Ombo)
  • Templ Sobek e Krokodilopolis (Fayoum)
  • Templ Amon e Siwa (Oasis)
  • Templ Amon e Tanis (Delta - Goueled Egipt)
  • Templ hemispeos Amon e Wadi al-Seboua (Asouan- trowardroioù : Nubia)
  • Templ Amon e Napata (Nubia)
  • Templ hemispeos Mout e Napata (Nubia)
  • Templ Amon e Hermopolis
  • Templ Amon e Khargeh (Oasis)
  • Ar Parthenon - templ an doueed - e Hibis (Oasis)
  • Templ Khnoum ha triad Eien an Nil e Olifantos (Asouan)
  • Templ Satis hag Anoukis e Sehel (eneze nepell eus Asouan)
  • Templ triad Eien an Nil e Esna
  • Templ Ptah e Karnak (Louxor)
  • Templ Maât e Karnak (e-barzh mogerioùdans Montou)
  • Speos Pachet e Beni-Hassan
  • Templ Bastet e Bubastis (Tell-Basta)
  • Templ Neith e Sais
  • Templ Seth e Avaris
  • Templ Anubis e Kynopolis (Asiout)
  • Templ Oupouaout e Lykopolis
  • Templ dido Harmakhis e Gizeh (Kaero)
  • Templ Montou e Erment / Hermonthis
  • Templ Montou e Karnak
  • Templ Montou e Tod
  • Templ Montou e Medamud
  • Templ Nekhbet e Al-Kab
  • Templ Thot e Al-Kab
  • Templ Seth e Nubt / Naqada
  • Templ Min e Akhmin
  • Templ Min e Koptos / Qift

Geriaoueg a denn d'an temploù :

  • Dromos,
  • Hemispeos,
  • Hypostyl,
  • Lenn sakr,
  • Mastaba,
  • Naos,
  • Pylôn,
  • Speos.
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg

E yezhoù all
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com