Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Nubia - Wikipedia

Nubia

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skeudenn:Kartouchenn_lec'hioù.jpg
Lodek eo ar pennad-mañ eus an heuliad
Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù
Kêrioù
Monumantoù
Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt
Kreiz Egipt
Gorre Egipt
Nubia

Hiziv an deiz e vez graet Nubia eus ar vro zo e su Egipt, a-hed an Nil hag e norzh Soudan, met gwechall e oa ur rouantelezh dizalc'h.

Eured Nubiat e kostez Aswan, Egipt
Brasaat
Eured Nubiat e kostez Aswan, Egipt

Nubiz a gomz Yezhoù nubiek a renker da nebeutañ e daou skourr eus familh ar yezhoù nilez-saharek. En o zouez emañ an Nobineg, ar C'henzeg-dongalaweg, ar Midobeg ha rannyezhoù kar all komzet e lodenn norzh Menezioù Nubia e su Kordofan. Komzet e veze ar Birgideg, anezhañ un doare all, betek ar bloavezhioù 1970 da nebeutañ, en hanternoz Nyala e Darfour. Marv eo a-benn bremañ avat. Implijet eo bet an Hennubieg dre skrid en VIIIvet ha IXvet kantved, dreist-holl evit teulioù relijiel. Soñjet e vez e oa anezhañ ur stumm koshoc'h eus an Nobineg a-vremañ.

Taolenn

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Ragistor

N'o deus ket laosket sevenadurioù kentañ Nubia roudoù skrivet na ne vez ket kavet roud anezho kennebeut e-touez danevelloù bloaziek pobloù all. E-mesk sevenadurioù heverk kentañ Nubia emañ sevenadur Badari, war-lerc'h Naqada ha da-heul hini Girzah. E Girzah eo anavezet ar sevenadur kentañ dindan an anv a Strollad-A. Kempred eo, well-wazh, gant ar I tiernelezh en Egipt, e-tro 3100 kt JK. Strolladoù damgantreerien a oa anezho a veve diwar mesa deñved, givri ha tammoù chatal. Anavezet eo dre e lidoù douarañ hag e briajoù. Bloaziataet eo bet an ostilhoù ragistorel kavet e Nubia eus e-tro 65 000 kt JK. Kavet int bet a-hed traoñienn an Nil [1].

Kregiñ a reas ar sevenadur-mañ da vont war an diskar war-dro an XXVIIIvet kantved kt JK. Strollad-B a reer eus ar sevenadur zo deuet war-lerc'h. Gwechall e veze soñjet e oa deuet tud ar Strollad-B eus a lec'h all. Bremañ e kav d'an darn vrasañ eus an istorourien ne oa eus Strollad-B nemet tud Strollad-A met kalz disteroc'h o stad. Amsklaer eo abegoù kement-se, marteze diwar aloubadegoù ha preizherezh Egiptiz a grogas d'ar mare-hont.

Pa yeas war-raok ar c'henwerzh etre Nubia hag Egipt e reas kement all ar yec'hed hag ar stabilder politikel. Da vare VIvet tiernelezh Egipt edo rannet Nubia en ur strobad rouantelezhioù bihan. Tabut zo c'hoazh evit gouzout ha bez' e oa pobloù ar Strollad-C a ziorroas etre e-tro 2240 kt JK ha 2150 kt JK tud deuet eus an diavaez pe disoc'h un emdroadur diabarzh. Heñvelderioù zo etre poderezh ar Strollad-A ha hini ar strolladoù B ha C. Gallout a rafe diskouez un distro eus ar Strollad-A bet argaset pe ur revival diabarzh eus arzoù diank. D'an ampoent e oa deuet ar Sahara da vezañ re grin evit bevañ Mab-den ha posupl eo e vije bet deuet kantreerien eus ar Sahara. Heverk eo poderezh ar Strollad-C dre e linennoù mentoniel engravet leuniet gant liv gwenn ha drevezadurioù kantennerezh moullet.

Kempred gant Strollad-C, met disheñvel outañ, emañ sevenadur ar Bezioù pillig, anvet evel-se abalamour d'an diskempenn ma oa o bezioù. Liammañ a reer ar Bezioù pillig ouzh lodenn reter an Nil met sklaer eo e oa keneskemm da vat etrezo ha Strollad-C. Heverk eo o foderezh dre e linennoù kizellet dizingaloc'h eget re ar Strollad-C, peurliesañ gant ichoù diginkl etre an tresoù mentoniel.

Diwar ar Strollad-C e c'hanas ar rouantelezh kentañ a unanas ar vro dindan he beli : rouantelezh Kerma, anvet diwar anv Kerma, a c'houlakaer bezañ bet he c'hêr-benn. Pa voe lañs en-dro gant galloud Egiptiz, da vare ar Rouantelezh Nevez e krogas Egipt da vont donoc'h war-du ar su. Da vare dibenn ren Toutmosis I, e 1520 kt JK e oa bet staget norzh Nubia ouzh Egipt.

[kemmañ] Marevezh meroitek : Kush

Pennad pennañ : Kush
Nubia, hiziv an deiz
Brasaat
Nubia, hiziv an deiz

P'en em dennas Egiptiz e laoskjont war o lerc'h un hêrezh padus a gemmeskas gant boazioù hag hengounioù ar vro a-benn reiñ rouantelezh Kush. Tud Kush a zegemeras kalz a berzhioù sevenadurel digant Egiptiz evel ar relijion hag ar boazioù da sevel piramidennoù

Pelloc'h eo padet rouantelezh Kush eget hini Egipt. E-pad ur frapad, zoken, e voe aloubet ha sujet Egipt gant Kush (e-pad marevezh ar XXVvet tiernelezh pe tiernelezh Kush) en VIIIvet kantved kt JK. Biskoazh ne zeuas a-benn ar Romaned da stagañ Kush ouzh o impalaeriezh. Kenwerzh a veze etre an Impalaeriezh roman ha rouantelezh Kush; eno e kave Roma goprsoudarded ivez.

Adal ar bloavezhioù - 315 - 295 e vrasa an troc'h gant skouer sevenadurel Egipt. Kreñvoc'h eo ar roud Nubia-soudanek, dreist-holl war an dachenn politikel ha relijiel. Dindan ren Nastasen (-335 da -315) e teu Meroe da vezañ ar gêr-benn da vat e-lec'h Napata. Betek-neuze e veze c'hoazh kurunennet ha douaret ar rouaned e Napata.

D'ar mare-se eo ma teuas war wel galloud ar c'handased anezho rouanezed tapet ganto ar galloud politikel pennañ. Testeniekaet eo meurdez o galloud hag o statud dre an titloù roueel douget ganto amprestet digant ar protokol faraonek. Setu-i : Sa-Rê, Neb-tawy ha n-swt-bity. Diskouezet eo splann gant jestr meur al lazhañ an enebourien, a verk abaoe Narmer, trec'h ar roue o ren war ar pobloù amezek. Kavet e vez un heklev anezho er Bibl ivez.

Tamm-ha-tamm, da vare ar Romaned, e tigreskas nerzh ar galloud kreiz avat ha rannet e voe ar vro etre kumuniezhioù disheñvel gant Pennoù bihan pe jeneraled e penn anezho. Pep hini anezho a oa e penn un armead goprsoudarded. En em gannañ a raent a-benn chom mestr war ar pezh eo Nubia hiziv gant an tiriadoù en-dro dezhi. Gwanaet e voe ar vro da-heul hag aesoc'h a se da dagañ.

D'ur mare bennak eo bet sujet Nubia gant an Nobaed. Alese e c'hallje dont an anv Nubia. Met gallout a rafe an anv dont eus ar ger egiptek Nub ivez, a dalvez aour. Adal ar mare-se e vo graet Nobatae eus ar vro gant ar Romaned. Evit gwir e vefe tuet ar studiadennoù genetek bet savet da ziskouez ez eus bet redoù genoù eus ar su d'an norzh a-dreuz traoñienn an Nil. [2] Fedoù yezhel a ziskouez ivez e vije deuet Nubiz traoñienn an Nil eus ar su hag ar mervent. Studiadennoù istorel a seblant anataat eo en em zispartiet ar yezhoù nilez-nubiek eus familh ar yezhoù nubiek a vez komzet c'hoazh e Menezioù Nuba e Kordofan e Soudan da nebeutañ 2500 bloaz zo. [3]

[kemmañ] Roll rouaned Kush

  • Altanersa (-653 - -643) mab Taharqa
  • Senkamanisken (643 - -623)
  • Anlamani (623 - -593)
  • Aspalta (593 - -568)
  • Armantelqo (568 - -555)
  • Malonaqen (555 - -542)
  • Analmaaye (542 - -538)
  • Amaniastabarqa (538 - -519)
  •  ?
  • Irike-amanote (-431 - -405), enklaskerien zo a gav dezho eo bet skoazellet Egiptiz gantañ a-benn stourm a-enep d'ar Bersed e -404.
  • Harsiotef (-390 - -350)
  • Nastasen (-335 - -315)

E dibenn e ren e rank rouaned Nubia talañ ouzh un aloubadeg deuet eus an hanternoz hag e rankont repuiñ pelloc'h er su e Meroe.

  • Arqamani (-275–-250) gantañ ez eus bet savet piramidennoù bras e Meroe
  • Arnekhamani (-235 – -218)
  • Kandas (Rouanez) Shanakdakhete (-170 – -150)
  • Tanyidamani (-110 - -90)
  • Amanikhabale (-50 - -40)
  • Kandas Amanishakheto (-35 - -20)
  • Teriteqas ha Kandas Amanirenas (-24-?)
  • Natekamani ha Kandas Amanitore (-12/12))

[kemmañ] Nubia gristen

E-tro 350 eo bet aloubet ar vro gant rouantelezh etiopiat Aksoum. Freuzet eo bet ar rouantelezh nubiat. A-benn ar fin e savo teir rouantelezhig vihan en he lerc'h : Nobatia en tu norshañ, etre kentañ ha trede dourlamm an Nil, gant he c'hêr-benn Pachoras (Faras hiziv); Makuria e-kreiz, gant he c'hêr-benn Dongola gozh; ha muioc'h er su Alodia gant he c'hêr-benn e Soba (nepell eus Khartoum

Kavet ez eus bet un enskrivadur e gresianeg eus e-tro 500 war voger templ Talmis (Kalabsha) hiziv) e koun trec'h ar Roue Silko eus Nobatia war ar vBlemmied

Anvet e voe ur Mark bennak da eskob Philae gant Athanasius eus Aleksandria a-raok e varv e 373. Diskouez a ra ar fed-mañ e oa aet tre ar relijion gristen er vro er IVe kantved dija. Notenniñ a ra Yann a Efez e oa bet gounezet roue ha noblañsoù Nobatia d'ar feiz kristen gant ur beleg monofizek anvet Juluan e-tro 545. Skrivañ a ra ivez e voe degemeret ar gristeniezh gant rouantelezh Alodia e 569. Eus e du, Yann Bisklorum a notenn e oa bet gounezet rouantelezh Makuria d'ar gatoligiezh en hevelep bloavezh. Soñjal a c'haller e oa faziet Yann a Efez neuze. Muioc'h a zouetañs a c'haller magañ c'hoazh war e desteni pa ouzer e verke kronikenn Penneskob gresian reizhkredennour Aleksandria Eutychius e 719 e oa bet treuzkaset Iliz Nubia eus an Iliz c'hresian reizhkredennour d'an Iliz koptek.

Er VIIvet kantved e kresk galloud Makuria. En em ledañ a ra betek dont da vezañ ar galloud pennañ er biojoù. Kreñv a-walc'h eo evit lakaat un harz da emled an Islam ha pa vije bet aloubet Egipt gant an Arabed a-benn neuze. War-lerc'h meur a argadeg c'hwitet ec'h asant renerien nevez Egipt sevel un emglev gant Dogomba. Kregiñ a ra ur c'henvevañ peoc'hus hag an darempredoù kenwerzhel. C'hwec'h kantved e pado ar feur-emglev. Tamm-ha-tamm avat en em silo an Islam e Nubia dre levezon ar genwerzhourien arab. A-benn ar fin e voe trec'h an islam war ar gristeniezh.

M'eo testeniekaet bezañs un eskob e Qasr Ibrim e 1372, e oa Faras en eskopti ivez. Sklaer eo ivez e oa deuet Iliz "roueel" Dongola da vezañ ur voskeenn a-benn 1350 pe war-dro.

[kemmañ] Nubia hiziv

Pennad pennañ : Nubiz

Diskaret e voe gouarnerezh Dongola er XIVvet kantved. Rannet ha sujet e voe ar vro gant Egipt. Er c'hantvedoù war-lerc'h e voe aloubet ar vro meur a wech ha diazezet e voe enni meur a rouantelezh vihan. Egipt a astenne he beli war an norzh tra ma kouezhe ar su dindan renerezh Rouantelezh Sennar er XVIvet kantved. E deroù an XIXvet kantved e tapas Egipt kontrolliñ Nubia a-bezh e-pad ren Mehemet Ali. Goude-se e teuas da vezañ ur c'hondominiom boutin etre Breizh-Veur hag Egipt.

Pa echuas prantad an trevadennerezh e voe rannet Nubia etre Egipt ha Soudan.

Gant savidigezh stankell veur Aswan ha krouidigezh Lenn Nasir e voe argaset kalz Nubiz dre heg. Hiziv e c'haller kavout kêriadennoù nubiat e norzh Aswan war glann kornôg an Nil war Enez Olifantin. Niverus eo Nubiz o vevañ e kêrioù bras evel Kaero ivez.

[kemmañ] Gwelet ivez

  • XXVvet tiernelezh Egipt
  • Egipt
  • Etiopia
  • Meroe
  • Napata
  • Nubiaouriezh
  • Piramidennoù Nubia
  • Yezhoù Nubiek
    • Hennubieg
    • Nobieg

[kemmañ] Notennoù ha daveennoù

[kemmañ] Notennoù

  1. ^  Fox, C.L., 'mtDNA analysis in ancient Nubians supports the existence of gene flow between sub-Sahara and North Africa in the Nile Valley', in Annals of Human Biology, 24, 3, 217–227. (abstract)
  2. ^  Joseph Greenberg as cited in Thelwall (1982).

[kemmañ] Daveennoù

  • Thelwall, Robin (1978) 'Lexicostatistical relations between Nubian, Daju and Dinka', Études nubiennes: kollok Chantilly, 2-6 Gouere 1975, 265—286.
  • Thelwall, Robin (1982) 'Linguistic Aspects of Greater Nubian History', in Ehret, C. & Posnansky, M. (eds.) The Archeological and Linguistic Reconstruction of African History. Berkeley/Los Angeles, 39–56. stumm enlinenn

[kemmañ] Liammoù diavaez

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com