Glav
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Peurvuiañ eo ar glav (liester : glavioù ha glaveier) an dour liñvel a gouezh eus ar c'houmoul d'an traoñ, war an douar pe ar morioù..
Diwar diaezhennad ar glebor e vez krouet ar glav. Diouzh al ledennadoù dour (morioù, lennoù, geunioù, etc...) e sav ar glebor dindan stumm an aezhenn zour ken a ya war yenaat pa sko ouzh takadoù ma 'z eus an aer yenoc'h. Evit ma teu an aezhenn d'ar glizhennadur ez eus ezhomm eus rannigoù solut bihan evel ar boultrenn, ar pollen pe kementadoù bihan aezhennoù aerosoloù. Pa ya ar glizhennadur betek stummadur an takennoù dour (an takennoù glav pe ar glavennoù) e teu ar glav diwar o kouezhañ. Ma ya ar takennoù glav a-dreuz da dakadoù yen-skorn e c'hellont mont d'ur stumm solutoc'h evel an erc'h, ar grizilh (kazarc'h), ar milerc'h.
M'eo ken glan ar glav eget an dour strilhet e mare e grouidigezh e ya da vezañ saotret gant rannigoù hag elfennoù-saotrañ ken n'eo ket mat da evañ.
[kemmañ] Sell ivez
- arnev
- koumoul
- uzenn