Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mor - Wikipedia

Mor

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Image:32px-Labour_zo.png Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.


Ur rakger implijet e brezhoneg eo mor- ivez.

Ul ledennad dour-sall bras-tre eo ar mor (reizh gourel, liester morioù). En ar ster hollelañ e c'holo ar mor an div-drederenn eus ar voul-douar, strewet ennañ ar c'hevandirioù. Ar morioù brasañ etre ar c'hevandirioù a vez anvet ar meurvorioù.

En douaroniezh e vez ivez roet ur ster strizh d'ul ledennad dour-sall bevennet tamm pe damm gant ar c'hevandirioù hag ez eus un nebeut morioù enklozet e kreiz ur c'hevandir (Mor Aral, Mor Kaspian, Mor Marv). Dre astenn e raer mor eus ul ledennad dour dous bras evit e dermeniñ evel brasoc'h eget al lennoù all : gwelet e vez evel ur mor diabarzh (Mor Galilea, lenn Jeneva, lenn Van, lenn Poyang, lenn Tai ha meur a lenn e Kanada hag er Stadoù-Unanet).

Koulskoude dre hevelebiezh ez eus morioù ha n'eus ket dour e-barzh, ar re a greder gwelet e planedennoù'zo. War al Loar ez eus bet badezet meur a vor (da skouer, Mor ar Sioulded, Mor ar Glaveier). Memestra evit ar planedenn Meurzh.

Implijet e vez mor evit mareoù ar mor e-unan : setu ur mor mat (ul lañv mat)

[kemmañ] Gerioù deveret

E penn gerioù a denn d'ar mor e kaver ar rakger mor. Skouerennoù : morgazh, morlenn, morlaer, morlu, morskoul, morvil.
E lost ar gerioù e c'heller kavout mor evel lostger ivez : bran-vor, donvor, izel-vor, leue-mor, tramor.
Ar verb morañ a vez implijet evit lakaat ur vag da verdeiñ war ar mor hag divorañ eo ar c'hontrol : mont war an douar goude bageal. Dont war wel goude bezañ bet goloet gant ar mor eo ur ster all da divorañ. Da vezañ kendalc'het

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com