Galaksi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur c'halaksi, pe ur c'halaksienn, a zo ur pezh mell tolpad stered ha materi etresteredel dalc'het asambles gant an desach gravitadurel a zo etre he c'homponantoù. Ouzhpenn meur a gant miliard a stered a c'heller kontañ en ur c'halaksi. Ar galaksioù a vez tolpet alies ivez e bodennoù galaksioù. Steredenn hon flanedenn, an Heol, a aparchant d'ur c'halaksi anvet ar C'halaksi pe an Hent-Gwenn, pe c'hoazh Hent Sant-Jakez. Ar vodenn c'halaksioù anvet bodenn lec'hel, da lavaret eo an hini e-lec’h m’emañ an Hent Gwenn, hon galaksi, a gonter 27 galaksi enni. Enni emañ ivez galaksi vras Andromeda, anvet M31 e katalog Messier ar galaksioù ha NGC224 er New General Catalogue.
Taolenn |
[kemmañ] Klasifiadur ar galaksioù savet gant Hubble
A bep seurt galaksioù zo a-fet form ha goulaouuster. Deuet eo a-benn an astronomour Edwin Powell Hubble da sevel ur c’hlasifiadur morfologel (hervez ar furm) dioute, diazezet war furm ha ment relativel an nukleüs ha brec’hioù an disk. Anvet eo ar sistem klasifiañ-mañ sekañs Hubble ha rannañ ra ar galaksioù etre 5 rummad.
[kemmañ] Ar galaksioù spiral (S)
Teir lodenn ac’h a d’ober ar re-mañ : - un nukleüs en o c’hreiz, hag a dolp stered yaouank eus ar rummad stered anvet poblañs I, - un disk hag a dro buan en-dro d’an nukleüs ; ar stered hag ar materi etresteredel ennañ zo tolpet dreist-holl e brec’hioù spiral (troellenn), - ul lodenn spas sferek ec’hon a-walc’h en-dro dezhi, anvet halo, a gaver enni bodennoù stered globheñvel ha stered kozh eus ar rummad anvet poblañs II. Ar galaksioù spiral a gustumer klasifiañ anezhe en teir isrummad anvet klasadoù : ar galaksioù Sa pa vez bras an nukleüs ha nebeut diorroet ar brec'hioù, ar galaksioù Sb evit ar reoù o deus un nukleüs a vent etre, ar galaksioù Sc evit ar reoù gant un nukleüs bihan ha brec'hioù diorroet mat.
[kemmañ] Ar galaksioù spiral barrennet (SB)
Ar galaksioù-mañ zo kar d'ar reoù spiral. Un tolpad stered ha gaz etresteredel e stumm ur varrenn zo a bep tu d'an nukleüs. Kregiñ ra brec'hioù ar c'halaksi e pep hini eus pennoù ar varrenn. Evel ar galaksioù spiral e vez klasifiet ar galaksioù spiral barrennet en teir c'hlasad SBa, SBb ha SBc, hervez ment an nukleüs hag ar brec'hioù.
[kemmañ] Ar galaksioù elliptek (E)
Ar galaksioù-mañ zo dezhe furm un ellipsoid, kazimant ur sferenn a-wechoù. N'o deus tamm struktur spiral ebet ha diskouez a reont bezañ hep materi etresteredel. Tolpañ a reont stered kozh dreist-holl. Hervez talvoud o elliptegezh e vezont anvet E1, E2, ..., E7. Ar reoù E7 eo ar reoù blatañ.
[kemmañ] Ar galaksioù lentilheñvel (SO)
Anvet int evel-henn abalamour m'o deus ur furm tost da hini ul lentil. Kar int d'ar reoù elliptek dre o doareennoù fizikel. Reoliek eo o furm gant un nukleüs bras. A c'hellfent bezañ galaksioù spiral kozh kollet gante o brec'hioù, marteze diwar ur c'henstok gant ur c'halaksi all.
[kemmañ] Ar galaksioù direoliek (I)
Ar reoù-mañ n'eus stumm ebet dezhe, ne gaver tamm ahel simetriezh ebet enne : ur struktur direoliek-tre o deus. N'int ket gwall niverus. Graet int gant stered tomm-tre ha skedus ha gant koumoulennoù bras a c'haz etresteredel ionizet.
Ar galaksioù spiral eo ar reoù niverusañ (ouzhpenn 60%), goude se e teu ar galaksioù lentilheñvel (e-tro 20 %), ar galaksioù elliptek (13%) hag ar galaksioù direoliek.
[kemmañ] Ar radiogalaksioù
Ar radiogalaksioù a vez anvet evel-henn abalamour da greñvder ar skinadur radioelektrek skignet gante. Kalz muioc’h a energiezh a embannont eget ar galaksioù boutin. Anvet e vezont ivez galaksioù aktivel. Ul lodenn vat eus an energiezh embannet gant ur radiogalaksi ne deu ket eus komponantoù boas ur c’halaksi, da lavaret eo ar stered, ar poultrennoù hag ar gaz etresteredel. An energiezh-mañ a zepant eus ar seurt radiogalaksi : gallout ra bezañ embannet e lodennoù eus ar spektr elektromagnetek evel ar skinoù infraruz, ar mikrogwagennoù, ar skinoù UV, ar skinoù X hag ar skinoù γ.
Kinnig ra ar model standart teorikel e teufe an energiezh-mañ diwar disac’h ar materi warnañ e-unan evit furmañ un toull du dreistmasus, gant ur mas etre 106 ha 108 gwech mas an Heol.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Quasar
- Toull du
- Galaksi Seyfert