Digemmenn Boltzmann
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Graet e vez gant digemmenn Boltzmann k (pe kB) evit ezteuler ar c'heittalvoudegezh etre an temperadur hag an energiezh. Diwar anv Ludwig Boltzmann eo bet anvet.
Talvezout a ra an digemmenn diazez-mañ :
Graet e vez gant an digemmenn-mañ :
- evit jediñ spektr elektromagnetek ar c'horf du ;
- er sistemoù a heuilh ur statistik Maxwell-Boltzmann (pe dasparzhadenn Maxwell-Boltzmann), lezenn Arrhenius pergen
- evit jediñ an entropiezh statistikel : s = kBlnΩ
Digemmenn ar gazoù peurvat R eo liesad digemmenn Boltzmann dre niver Avogadro.