Kelvin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Conversion from | to | Formula |
---|---|---|
Kelvin | Celsius | °C = K - 273.15 |
Celsius | Kelvin | K = °C + 273.15 |
Kelvin | Fahrenheit | °F = K × 1.8 − 459.67 |
Fahrenheit | Kelvin | K = (°F + 459.67) / 1.8 |
Kelvin | electronvolts | K / 11,604.5 = eV |
electronvolts | Kelvin | eV × 11,604.5 = K |
Conversion calculator for units of temperature |
Ar c'helvin (simbol K, diwar anv Lord Kelvin) eo unanenn SI an temperadur termodinamikel. Diwar ziviz ez eus anvioù divoutin eus anvioù an unanennoù ha skrivet e vezont gant lizherennoù bihan (« kelvin » ha n'eo ket « Kelvin »).
Ar c'helvin eo ar gevrenn 1/273,16 eus temperadur termodinamikel poent tric'hement an dour (H2O), hag ur variadenn 1 K a zo kevatal gant gant ur variadenn 1°C. Er c'hontrol d'an derez Celcius avat ez eo ar c'helvin un unanenn absolut eus an temperadur a zo bet degaset a drugarez da drede pennreolenn an termodinamik. Kevatal eo an temperadur 0 K gant -273,15°C ha klotañ a ra gant ar zero absolut (poent tric'hement an dour a zo da +0,01°C).
Dre ma n'eo ket ur muzul relativel ne vez ket lakaet ar ger « derez » nag ar simbol « ° » a-raok ar c'helvin, er c'hontrol d'ar pezh a vez graet gant ar derezioù Celsius pe Fahrenheit. Er penn kentañ e 1954 (10vet CGPM, disentez 3, CR 79) e veze graet « derez Kelvin » eus ar c'helvin, ha skrivet e veze neuze °K. Tennet e voe an « derez » da geñver an 13vet CGPM e 1967 (disentez 3, CR 104) ha dont a reas e simbol da vezañ K.