Niver Avogadro
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Niver Avogadro eo an niver a atomoù karbon-12 a zo e-barzh 0,012 kg (pe c'hoazh 12 g, unanenn implijet e kimiezh) karbon-12. Notet e vez NA hag anvet evel se en enor da Amedeo Avogadro. An niver a elfennoù e-barzh ur mol eo ivez.
Un niver dibabet ent-arbitrel eo evit taolennañ kementadoù bras, an niver a atomoù pe a volekulennoù a zo e-barzh un neubeud gramoù materi pergen. Setu ne vez ket implijet gant ar c'harbon-12 hepken met ivet gant an holl sistemoù.
Evitañ da vezañ arbitrel e ro an tu da jediñ aes ar c'hementad materi hervez mas ha formulenn diaoz ur c'hompozad. Evit an elfennoù eo tost kevatal mas NA atom d'an niver a nukleonoù a zo en nukleüs (protonoù ha neutronoù).
An niver-se a atomoù a ya d'ober ur mol. Da skouer, dre m'eo kevatal mas atomek an houarn da 55,845 u e tezastumer diwar se e pouez ur molad atomoù houarn 55,845 g. Er memes doare ez eus NA atom houarn e-barzh 55,845 g houarn.
Dre ma ro an tu da liammañ ar mas gant ar c'hementad atomoù ez eo an niver-se an dave evit ar c'hementadoù materi.
Klotañ a ra ivez an niver-se gant al liesaer treiñ etre ar gram hag an unanenn mas atomek (u) :
[kemmañ] Talvoud niverel
N'heller ket anavezout talvoud rik niver Avogadro gant an teknikoù a-vremañ. Betek-henn e oa an talvoud nesaet a veze graet gantañ:
E 2003 e voe determinet un talvoud nevez eus an digemmenn gant ur skipailh enklaskerien eus Ofis kevredadel alaman metrologiezh Brunswick:
(s.o. Determination of the Avogadro constant via the silicon route, Metrologia 40)
[kemmañ] Implijoù all
- Digemmenn ar gazoù peurvat eo liesad digemmenn Boltzmann k dre niver Avogadro.
- Digemmenn Faraday eo liesad ar garg elfennel e dre niver Avogadro.
[kemmañ] Gwelet ivez
Istor niver Avogadro