Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- 10 : Baktria : Mont a ra da get tiernelezh c'hresian ar rouantelezh indez-gresian.
- 10 : Sina : Krouidigezh ur burev kempouezañ a-benn reolenniñ ar marc'had hag ar prizioù.
- 10 : Germania : Dispartiet ar c'hentmeuriad german Irminon e meuriadoù teutonek lec'hel (Alamaned, Hermundured, Lombarded pe Langobarded, Markomaned, Kwaded, Sueved).
- 10 : Illiria : Rannet etre Pannonia ha Dalmatia.
- 11 : Germania : Kreñvaet an harzoù gant Germanicus er su ha war glannoù ar Roen. Dilezet eo gant Aogust ar raktres lakaat an harzoù war an Elba. Addegaset eo difennoù ar Romaned war ar Roen hag an Danav.
- 11 : Parthia : Taolet d'an traoñ ar roue Vonones Iañ gant Artaban III. Rebechet dezhañ bezañ merc'hodenn ar Romaned e tec'h Vonones betek Armenia ma teu da vezañ roue eno.
- 11 : India : Deroù ren Satakarni war an Impalaeriezh Andhra (11-29).
- 11 : Sina : Beuzet plaenennoù Shandong hag Hebei.
- 13 : Henroma : Adkaset imperiom Aogust evit 10 vloaz ouzhpenn.
- 13 : Dibunadeg pompadus Tiber dre Roma goude emgannoù Germania.
- 13 : Osroene : Adlakaet eo Abgar Edessa da roue
- 13 : Bodañ a ra Strabon dre skrid gouiziegezh e amzer war stumm an Douar.
- 14 : Anvet eo Germanicus e penn al lu roman e Germania (fin e 16).
- 14 :19 Eost : Marv an Impalaer Aogust.
- 14 :17 Gwengolo : Deroù ren Tiber, Impalaer roman (fin e 37).
- 14 :Emsavadeg lejionoù roman ar Roen goude marv an Impalaer Aogust. Gwasket eo an emsavadeg gant Germanicus ha Drusus.
- 14 : Aogust lakaet da zoue.
- 14 : Merkañ a ra an niveradeg ez eus 4 973 000 keodedour roman.
- 14 : E Roma e vez roet ed evit netra da 153 846 a dud.
- 14 : Deroù emsavadegoù Afrika (fin e 24).
- 14 : Sina : Emsavadeg an "Divabrantoù ruz" harpet gant perc'henned douar bras.
- Naonegezh. Dont a ra ar gouerien da vezañ tuddebrerien.
- 15 : Henroma : Hiviziken eo an Impalaer hag ar Sened a anv ar gargidi tra ma oa ar bobl betek-henn.
- 15 : Germanicus a ya tre e Germania betek an dachenn emgann ma varvas Varus e Koad Teutoberg
- 15 : Krouet proviñs Moesia gant Tiber.
- 15 : Valerius Gratus, anvet prokulator Jude, Samaria hag Edom (15-26).
- Krouet kêr Emona (Ljubljana hiziv).
- 16 : Kaset wa-raok gant Germanicus (90 000 den war ul lestraz ouzhpenn mil bag) eo trec'h al lu roman war ar penn brezel german Arminius e Idistaviso war glannoù ar Weser.
- 16 : Germanicus adgalvet da Roma ma resev enorioù an Trec'h ha m'eo adkaset evit un eil koñsulezh.
- 17 : Trec'h Germanicus e Roma.
- 17 : Brezelioù Germanicus er Sav-heol.
- 17 : Deroù an emsavadeg e Numidia (fin e 24).
- 17 : Emsavadeg Muzullamed an Uheldirioù e Maouretania, renet gant an Numid Takfarinas
- 17 : Dont a ra Kappadokia (Azia Vihan) da vezañ ur broviñs roman.
- 17 : Embannet "Istor Roma e 142 levrenn gant Titus-Livius.
- 17 : Kren-douar en Azia Vihan. Kalz kêrioù freuzet, Sardes en o zouez.
- 17 : Trubuilhoù e Siria a-enep d'an tailhoù.
- 17 : Torret eo Antiochus III Kommagene eus e garg gant Tiber.
- 17 : Germania : Deroù brezel diabarzh Germania (fin e 19).
- 18 : Henroma : Skrivañ a ra Strabon an Douaroniezh (pe 7).
- 18 : Freuzet eo rouantelezh ar Varkomanned a sko war-du Venetia, gant ar Penn german Arminius (19).
- 18 : Anvet eo Tiber ha Germanicus da goñsul roman.
- 18 : Marv Publius Ovidius Naso "Ovid" (-43 - 18)
- 19 : Digadoriet eo Maroboduus, anezhañ roue ar Varkomanned gant Katualda. Lakaet eo Germaned ar su (Markomanned) dindan askell Roma. Tevel a ra gourdrouz ar C'hermaned war Roma betek ren Marcus Aurelius.
- 19 : Skrivet an Istor ar Bed kentañ e latin gant ar Galian Trog-Pompei.
- 19 : Ampoezonet, mervel a ra Julius Caesar Germanicus (33).
- 19 : Persia : Deroù ren ar roue Gondophares (fin e 45).
- 19 : Marv Vonones Iañ, roue kozh ar Barthed (eus 7 da 11), lazhet en ur glask kuitaat Siria