17
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bloavezhioù: 14 15 16 - 17 - 18 19 20 |
|
Dekvedoù: -10 - 0 - Bloavezhioù 10 - 20 30 |
|
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved |
|
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Evit bloaz 17 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -17, gwelet ar bajenn : | -17 |
Evit an niver 17, gwelet ar bajenn : | 17 (niver) |
Evit an departamant gall 17, gwelet ar bajenn : | Charente-Maritime |
Taolenn |
[kemmañ] Skiantoù an den
[kemmañ] Darvoudoù
[kemmañ] Impalaeriezh roman
- Trec'h Germanicus e Roma.
- Brezelioù Germanicus er Sav-heol.
- Deroù brezel diabarzh Germania (fin e 19).
- Deroù an emsavadeg e Numidia (fin e 24).
- Emsavadeg Muzullamed an Uheldirioù e Maouretania, renet gant an Numid Takfarinas, bet ezel eus advagadoù numid al lu roman. Goulenn a ra an emsaverien adtapout an douaroù strujusañ bet skrapet diganto gant an trevadenniñ roman.
- Dont a ra Kappadokia (Azia Vihan) da vezañ ur broviñs roman.
- Embannet "Istor Roma e 142 levrenn gant Titus-Livius.
- Dont a ra Sejan da vezañ prefed pretordi Tiber.
- E Galia, eo dilezet Bibrakt evit Autun gant an Eduened.
- Kren-douar en Azia Vihan. Kalz kêrioù freuzet, Sardes en o zouez.
- Trubuilhoù e Siria a-enep d'an tailhoù.
- Simon, mab Kamith, pennveleg Jeruzalem (17-18).
- Diazezet eo Legio II Augusta e Strasbourg.
- Torret eo Antiochus III Kommagene eus e garg gant Tiber. Anvet eo Gnaeus Calpurnius Piso da c'houarnour Siria.