6
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bloavezhioù: 3 - 4 - 5 - 6 - 7 - 8 - 9 |
|
Dekvedoù: -20 -10 - Bloavezhioù 0 - 10 20 |
|
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved |
|
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Evit bloaz 6 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -6, gwelet ar bajenn : | -6 |
Evit an niver 6, gwelet ar bajenn : | 6 (niver) |
Evit an departamant gall 6, gwelet ar bajenn : | Alpes-Maritimes |
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
[kemmañ] Skiantoù naturel ha jedoniezh
[kemmañ] Skiantoù an den
[kemmañ] Politikerezh, gwir ha kevredigezh
- Sina : Arnodenn dre ret evit an danvez kargidi politikel.
- Ru Zi Ying Impalaer tiernelezh Han; deroù marevezh ar Jushe.
- Roma : Embannet al lezenn lex aerarium militare ma teroer ul leve Stad d'ar vrezelourien gozh, arc'hantaouet gant an dell nevez war an hêrezh (5 %) ha dre kef prevez an Impalaerien.
- Kernez e Roma. Lakaat a ra Aogust daougementiñ al lodennoù ed roet d'ar werin.
- Tan-gwall drastus e Roma. Krouet eo ar c'hazarnioù.
- Korsika ha Sardigna a zeu da vezañ proviñsoù impalaerel (6-67).
- Pannonia : Deroù un emsavadeg kaset da beenn gant Bato war tu a-dreñv lu Tiber (betek 9). Dibab a ra Tiber Karnuntum da savlec'h argadiñ a-enep da Varoboduus. En em gannañ a ra al lejion roman Legio XX Valeria Victrix a-enep d'ar Varkomaned. Savet ez eus ur c'hreñvlec'h roman (orin kêr Wiesbaden).
- Anvet eo ar Markoman Maroboduus roue-stag ouzh Roma ha roet eo dezhañ an titl ofisiel a mignon pobl Roma.
- Jude ha Moesia a zeu da vezañ proviñsoù roman. Coponius, prokulator Jude, Samaria hag Edom (6-9). Gwaredet eo Siria gant al lejionoù X Fretensis, III Gallica, VI Ferrata, ha XII Fulminata.
- Aet faezh gant emzalc'h tiranek Herod Archelaos anezhañ tetrak Jude ez a un dileurierezh Yuzevien ha Samaritaned da Roma. Goulenn a ra Aogust digant Archelaos distreiñ da Roma. Digadoriet eo ha kaset da Vienne e Galia. Dont a ra Jude, Samaria hag Edom da vezañ proviñsoù roman. Staget int ouzh Siria ha meret gant ur prefed o chom e Caesarea na ya da Jeruzalem nemet pa vez gouelioù. En e gerzh ez eus ur bagad skoazell evit derc'hel an urzh vat. tutet e vezont e-touez annezidi Plaenenn Sharon ha Samaria. Diskarget eo ar Yuzevien-rik d'ober o c'hoñje e lu Roma.
- Jude : Niveridigezh dindan Publius Sulpicius Quirinius hervez Flavius Jozeb.
- Emsavadeg e Jude abalamour da niveridigezh proviñsel Quirinius, gouarnour Siria, renet gant Judaz ar Galilean hag harpet gant ar farizian Sadoq. Gwasket kriz eo an emsavadeg (kroazstaget an emsaverien). Deroù savidigezh luskad ar zeloted, na anavezont nemet Doue da vestr ha penn nemetañ.
- Maghreb : Emsavadeg ar gantreerien getul hag o c'hevredidi e Afrika.
[kemmañ] Relijionoù ha mitologiezhioù
[kemmañ] Arzoù ha sevenadur
- Lennegezh : Skrivet gant Octavius Augustus roll e oberoù meur da vezañ merket war e vez (ar "Res Gestae Augustae").
[kemmañ] Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
[kemmañ] Ganedigezhioù 6
- 6 Du - Agrippina ar Yaouankañ, Impalaerez roman (pe 15)
- Jezuz, dre voas bloaziad posupl diwezhañ diouzh niveridigezh Quirinius er bloaz-se
- Nero Caesar, mab Germanicus hag Agrippina an Henañ.
[kemmañ] Marvioù 6
- Kleopatra Selene, merc'h Kleopatra VII Egipt ha Mark Anton, rouanez Numidia.