Puma
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Puma concolor
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Puma | ||||
Anv skiantel | |||||
Puma concolor Linnaeus, 1771 |
|||||
|
Ar puma (Puma concolor) a zo ur c'hazh bras hag a vez kavet en Amerika. Daoust ma'z eo bras ne c'hell ket ruoc'hal. Rouzmouzat a ra ha, hervez reoù 'zo e c'hell choual en un doare hogozik denel pa vez o rudañ. Nesoc'h eo d'ar c'hazh-ti eget ar pevar c'hazh meur (tigr, leon, jagoar ha loupard). Hervez ar rannvro e c'hell bezañ anvet : cougar, leon ar menezioù, panterenn, catamount, painter, leon amerikan, leon mec'hikan, panterenn Florida, leon arc'hant, leon ruz, panterenn ruz, tigr ruz, tigr gell, tigr ar c'hirvi, kazh tasmant, chouer ar menezioù, diaoul indian, kazh roue, ha kazh livet.. Eus ar c'hetchaneg e teu e anv. E Brazil e vez graet suçuarana anezha~~, un anv a zeu eus an tupieg.
Hemolc'h a ra ar c'hirvi dreist-holl zoken ma c'hell argasiñ geotdebrerien arall krenn pe vihan o ment. E gar tostañ ar yaguarundi ar gepard amerikan.
Taolenn |
[kemmañ] Ispesadoù
- Panther Florida (Puma concolor coryi)
- Cougar Wisconsin (Puma concolor shorgeri)
- Cougar ar Reter (Puma concolor cougar)
- Cougar Mec'hikan (Puma concolor azteca)
- Cougar Costa Rica (Puma concolor costaricensis)
- Cougar Brazil (Puma concolor concolor)
- Cougar Baja California (Puma concolor improcera)
- Puma Patagonia (Puma concolor patagonica)
- Cougar Missoula (Puma concolor missoulensis)
- Cougar Colorado (Puma concolor hippolestes)
- Cougar Oregon (Puma concolor oregonensis)
- Cougar Vancouver (Puma concolor vancouverensis)
- Cougar Kalifornia Puma concolor californica)
- Cougar Kaibab (Puma concolor kaibabensis)
- Puma Yuma (Puma concolor browni)
- Cougar Texas (Puma concolor stanleyana)
- Cougar Maya (Puma concolor mayensis)
- Cougar Kolombia (Puma concolor bangsi)
- Cougar Ecuador (Puma concolor soderstromi)
- Cougar Amazon (Puma concolor discolor)
- Cougar an Inkaed (Puma concolor incarum)
- Cougar Bolivia (Puma concolor osgoodi)
- Cougar Mato Grosso (Puma concolor acrocodia)
- Puma Chile (Puma concolor puma)
- Puma Arc'hantina (Puma concolor pearsoni)
- Puma an Andoù (Puma concolor araucanus)
Hervez Culver (2000) eo heñvel an darn vrasañ an isspesadoù-se. Hervezañ eo aet da get puma Amzrika an norzh e-kerzh ar pleistosen ha adpobleet e voe ar c'hevandir gant pumaed eus Amerika ar Su. An isspesadoù gwir a vefe :
- Cougar Amerikan an Norzh
- Cougar Costa Rika (Puma concolor costaricensis)
- Cougar Norzh Amerika ar Su (Puma concolor concolor)
- Puma Su Amerika ar Su (Puma concolor puma)
- Cougar Amerika ar Gevred (Puma concolor capricornensis)
- Puma Arc'hantina (Puma concolor cabrerae)
N'eus kenemglev ebet e-touez ar glaskourien diwar-benn ar gudenn-mañ, avat.
[kemmañ] Hironed
Kar int d'ar panterenned hag e c'hell ar bumaed gouennañ ganto. An hironed a vez anvet pumapard. Gant an oselo e c'hell gouennañ ivez.
[kemmañ] Annez
Unan eus an annezioù brasañ e-touez ar felidae en deus ar puma gant al liñs, ar c'hazh gouez hag ar banterenn. A-raok an trevadennerezh e veze kavet en darn vrasañ eus ar c'hevandir. Da vihanoc'h eo aet e dachenn met e gavout a reer c'hoazh eus ar Yukon betek Chile. Un nebeud hiniennoù a zo bet gwelet e Bro-Saoz Nevez. En arvar emañ er Stadoù-Unanet, e Florida ha war aod ar reter dreist-holl, abalamour ma vez distrujet e lec'hioù bevañ.
[kemmañ] Poblañsoù er Stadoù-Unanet hag e Kanada
Hogozik diouennet e voe ar puma er Stadoù-Unanet met kroget eo e boblañs da greskiñ adarre. Krediñ a reer ez eus un 30 000 bennak e stadoù ar c'hornôg. Ar rannvro ma'z int an niverusañ enni eo hini Vancouver met o c'havout a c'heller en Ontario ha Manitoba ivez. Posupl eo e treuzvev un toullad hiniennoù e Kebek hag e Brunswick Nevez.
War gresk emañ o zachenn e Texas ha tizhout en deus graet Missouri, Michigan ha Kansas. Abaoe m'en deus adkroget ar poblañsoù da greskiñ eo aet e argasadennoù ouzh an dud da stankoc'h. Ral ez int c'hoazh, avat, zoken ma'z eo boutin an tagadennoù a-enep an anevaled-ti bremañ.
[kemmañ] Perzhioù
Bej eo ar pumaed gant penn o lost du. En hanternoz eo stankoc'h o blevad hag ruz-gell eo o c'hreoñ tra m'eo gris en Amerika ar Su. Ar puma a c'hell redek da 70km/h ha lammat 6 metr. Unan anezho a voe gwelet o pignat e-barzh ur wezenn gant ur c'harv en e c'henoù. Kreñvoc'h eo o c'hrogadenn eget hini ar c'hi pouezusañ.
E hanternoz Amerika ez int un tamm brasoc'h eget panterenned met bihanoc'h eget jagoared. Galloud a reont muzuliañ 2,4 metr ha pouezañ etre 50 ha 70 kg. Ar re vrasañ a c'hell tizhout 120 kg. Gallout a reont bevañ war-dro 10 bloavezh en natur ha 25 pa vezont dalc'het.
[kemmañ] Liv
Bej pe melen traezh eo blevad ar puma, evel hini e breizhoù pennañ. Saotroù direizh o deus ar c'holened met da get ez eont pa dizh al loen e vloaz kentañ. Bez' ez eus pumaed gwenn (leukistek met pas albino) ha pumaed teñval-tre o c'hreoñ a zo bet livet gant Georges-Louis Leclerc, Kont Buffon. Biskoazh n'eus bet kavet pumaed peurzu, avat.
[kemmañ] Emzalc'h
Ar puma a c'hell lazhañ ha ruzañ ur preizh seizh gwech brasoc'h egetañ. Bronnegoù bras evel kirvi pe lañsoù a hemolc'h ar peurliesañ. Debriñ a raio anevamed bihanoch evel avanked ha draenegi bras pe zoken logodennoù m'o-deus ezhomm. Ganto e-unanig e hemolc'h ha argasiñ a reont o freizhoù dre sourpren. O lazhañ a reont dre grogiñ anezho er chouk ha dre derrinñ anezhañ. Ar gargasen a interont neuze d'he c'huzat diouzh ar breizherien arall. Ar bumaed n'int ket gagnaouerien, avat, ha ral eo evito da zebriñ kargasennoù lazhet gant anevaled arall.
Un dachenn eus 250 km² en-deus ur piri en oad. Hini ar barezed a vez bihanoch, etre 50 ha 150 km². Un aneval tachennadel eo ar puma hag emgannoù, zoken ma'z int ral, a c'hoarvez gwechoù 'zo. Gouher ez int ha pell eus an dud e chom pa c'hellont.
Ur par a c'hell en em c'houennañ gant meur a barez. Ar-mañ a c'han etre 3 ha 4 kazhig. Pa gemer ur par tachenn unan arall e c'hell lazhañ ar c'hizhierigoù da lakaat ar barez da zigor adarre.
[kemmañ] Argadennoù ouzh an dud
Ral ez eo argasadennoù ouzh an dud met c'hoarvezout a reont, avat. Bez eo 100 argasadenn e-barzh ar Stadou Unvanet etre 1890 ha 2004. 16 a dud a voe lazhet. E Kalifornia ma kenvev ar bumaed gant ur boblañs zenel vras e oa 14 argasadenn ha 6 den a voe lazhet. Boutinoc'h eo an argasadennoù ar c'hornioù-bro koadek ma vev ur boblañs zenel bouezus. Alies e vez kaket tu-se kirvi du o lost a sach o bezañs ar bumaed. Da voazet ouzh an dud e ya ar re-mañ neuze ha kregiñ a reont d'o gwelout evel preizhoù.