Okitaneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Okitaneg (Occitan) | |
---|---|
{{{statud}}} | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Frañs, Spagn, Italia |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 3 000 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Katalonia (Spagn) |
Akademiezh : | Conselh de la Lenga Occitana [1] |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | oc |
ISO 639-2 | oci |
Kod SIL | OCI |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh romanek eo an okitaneg, a vez komzet en Okitania, en em led war un tregont bennak a zepartamantoù eus kreisteiz Frañs, traoñiennoù eus an Alpoù e Piemont (Italia) ha traoñienn Aran e gwalarn Katalonia (Spagn).
Dont a ra anv ar yezh eus ar ger òc, a dalveze kement ha 'ya' e parlantoù kreisteiz Frañs, er Grennamzer, tra ma veze graet gant oïl (distaget oui) er broioù krec’h. Dont a ra ar ger òc eus al latin hoc est, eleze 'se eo', a veze implijet evit respont ya d’ar goulennoù. Ar gerioù okitaneg, Okitania pe Lengadok a zeu holl eus ar bennrann-se.
Hervez studiadennoù a zo bet embannet gant arbennigourien e vefe war-dro 6 milion a dud o kompren okitaneg ha war-dro 3 milion a dud o kaozeal ar yezh.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Deveret eo an okitaneg eus al latin evel ma veze komzet er broioù-se. Ar gerioù okitanek kentañ a gaver e testennoù latin en VIII hag en IXvet kantved. An destenn gentañ skrivet en okitaneg penn-da-benn eo La Cançon de Santa Fe, savet gant ur manac'h war-dro 1020.
Ur yezh lennegel e oa an okitaneg er Grennamzer, gant barzhonegoù an trobador-ed. Anavezet eo o skridoù en tu-hont d’ar vro okitanek : en Italia, e Katalonia hag e Bro-C'hall eo brudet an trodadored ha lod eus barzhed kentañ Katalonia a skrive en okitaneg pe en ur c'hatalaneg gwall levezonet gant an okitaneg.
Goude ma voe aloubet ar broioù okitanek gant rouaned Bro-C'hall ha ma voent staget ouzh o domani (« kroaziadegoù » a-enep ar Gatared pe Albiziz) e voe kollet brud gant an okitaneg, ha kemeret e voe e blas gant ar galleg tamm-ha-tamm. E 1569, gant Edid Villers-Cotterêts, e voe lakaet ar galleg da vezañ yezh nemeti ar velestradurezh e rouantelezh Frañsez Iañ a Vro-C'hall. En em lakaat a reer da implijout ar galleg, diwar-goust an okitaneg, el lezioù-barn, er marilhoù, en aktaoù a bep seurt (nemet er broioù n’int ket bet staget ouzh Bro-C'hall evel traoñienn Aran, traoñiennoù okitanek Piemont, Bearn).
Derc’hel a reas an okitaneg da goll tachenn a-hed ar c’hantvedoù. En XIXvet kantved e krogas un adsav lennegel gant ar skrivagner Frédéric Mistral hag ar gevredigezh savet gantañ e 1854, ar Felibritge.
Meur a anv a zo bet roet d’an okitaneg a-hed an istor : betek an XIIvet kantved e veze graet Lingua romana anezhañ, etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved e raed alies Lemosin anezhañ ; an Italian Dante Alighieri (1265-1321) a rae gant Lingua d'Oc ; en italianeg hag e galleg e voe graet ivez gant provenzale pe provençal (provañseg).
[kemmañ] Rannyezhoù
- rannyezh bro Lemojez
- rannyezh Arvern
- rannyezh an Alpoù
- rannyezh Lengadok
- ar provañseg (provençau) (e Provañs)
- ar gwaskoneg (gascó) (e Gwaskogn), anavezet ivez dindan an anv aranés pe araneg e Traoñienn Aran (e Spagn).
[kemmañ] Statud
Evel ar brezhoneg emañ an okitaneg en arvar e Frañs. Ur plas dister en deus war gwagennoù ar skinwel. Kelennet e vez an okitaneg er skolioù okitanek Calandretas, e klasoù divyezhek ar skolioù stad, er c’hentañ derez dreist-holl. Un adsav lennegel a voe en XIXvet kantved gant krouidigezh skol lennegel ar Felibritge ha hiziv an deiz eo birvidik al lennegezh hag an embann okitanek.
E Traoñienn Aran en deus an okitaneg (pe e stumm lec’hel, an aranés) ur statud ofisiel, e-kichen ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg.
E traoñiennoù Piemont, en Italia, eo anavezet an okitanegerien evel minorelezh yezhel.
[kemmañ] Lennegezh
Goude prantad aour ar Grennamzer ez eo en XIXvet kantved e teuas sked en-dro d’an okitaneg. Gant Joseph Roumanille (1818-1891) ha gant Frederic Mistral (1830-1914), a c’hounezas Priz Nobel al lennegezh e 1904, e voe savet ur gevredigezh anvet Felibritge a-benn reiñ brud en-dro d’an okitaneg, dre o skridoù. En XXvet kantved e voe unvanet doare-skrivañ ar yezh a vremañ gant Antonin Perbòsc ha Loís Alibèrt.
[kemmañ] Kerentiezh gant ar yezhoù romanek all
Brezhoneg | Latin | Galleg | Italianeg | Spagnoleg | Okitaneg | Katalaneg | Portugaleg | Roumaneg |
alc’hwez | clavis | akuzativ clavem | clef | chiave | llave | clau | clau | chave | cheie |
noz | nox | akuzativ noctem | nuit | notte | noche | nuèit | nit | noite | noapte |
kanañ | cantare | chanter | cantare | cantar | cantar | cantar | cantar | cânta |
gavr | capra | chèvre | capra | cabra | cabra | cabra | cabra | capra |
yezh, teod | lingua | langue | lingua | lengua | lenga | llengua | lingua | limbă |
plas | platea | place | piazza | plaza | plaça | plaça | praça | piaţă |
pont | pons | akuzativ pontem | pont | ponte | puente | pont | pont | ponte | pod |
iliz | ecclesia | église | chiesa | iglesia | glèisa | església | igreja | biserică |
ospital | hospitalis | hôpital | ospedale | hospital | espital | hospital | hospital | spital |
keuz | caseus | latin izel formaticum | fromage | formaggio | queso | formatge | formatge | queijo | fromaĝo |