Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions XIVvet kantved - Wikipedia

XIVvet kantved

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

I milved | Eil milved | IIIe milved
../.. | XIIvet kantved | XIIIvet kantved | XIVvet kantved | XVvet kantved | XVIvet kantved | ../..

Bloavezhioù 1300 | Bloavezhioù 1310 | Bloavezhioù 1320 | Bloavezhioù 1330 | Bloavezhioù 1340
Bloavezhioù 1350 | Bloavezhioù 1360 | Bloavezhioù 1370 | Bloavezhioù 1380 | Bloavezhioù 1390

1301 1302 1303 1304 1305 1306 1307 1308 1309 1310
1311 1312 1313 1314 1315 1316 1317 1318 1319 1320
1321 1322 1323 1324 1325 1326 1327 1328 1329 1330
1331 1332 1333 1334 1335 1336 1337 1338 1339 1340
1341 1342 1343 1344 1345 1346 1347 1348 1349 1350
1351 1352 1353 1354 1355 1356 1357 1358 1359 1360
1361 1362 1363 1364 1365 1366 1367 1368 1369 1370
1371 1372 1373 1374 1375 1376 1377 1378 1379 1380
1381 1382 1383 1384 1385 1386 1387 1388 1389 1390
1391 1392 1393 1394 1395 1396 1397 1398 1399 1400

Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman

D'ar 1 Genver 1301 e krog ar XIVvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1400.

Diskouez a ra an delwenn-mañ eus ar XIVvet kantved, eus su India, an doueoù Shiva (war an tu kleiz) hag Uma (a-zehou). Miret eo er Smithsonian Institution e Washington (Distrig kêr-benn)
Brasaat
Diskouez a ra an delwenn-mañ eus ar XIVvet kantved, eus su India, an doueoù Shiva (war an tu kleiz) hag Uma (a-zehou). Miret eo er Smithsonian Institution e Washington (Distrig kêr-benn)

Taolenn

[kemmañ] Darvoudoù

[kemmañ] Afrika

  • Goude bezañ kabestret Pennoù ar meuriadoù nes eo krouet rouantelezh Kongo, e-tro deroù ar XIVvet kantved, gant mab unan eus Pennoù rouantelezhig Boungou genidik eus traoñienn Kouango, anvet Ntinu Wene pe Nimi a Lukeni. Diazezañ a ra e gêr-benn e-kreiz e rouantelezh e proviñs Mpemba e kamp milourel Mbali. Alese e loc'ho kuit meur a ergerzhadeg a zisoc'ho war stagadur Nsundi, Mbamba ha Soyo ouzh ar rouantelezh. Paeañ a ra ar rouantelezhioù nes Mpangou ha Mbata un truaj da aotrou Kongo. Kemer a ra ar roue an titl a Manikongo pe Ne-kongo
  • Kemer a ra Môrunta, roue ar Vamumed an titl a mfo rifum ha treuziñ a ra ar Mbam evit astenn e veli war uhelgompezennoù kornôg Kameroun (XIVvet kantved hervez an hengoun, dibenn ar XVIvet kantved pe deroù ar XVIIvet kantved diouzh istorourien zo). War e lerc'h e reno 18 roue all eus an hevelep tiernelezh betek an XIXvet kantved, en o zouez Nshare, Mbuembue ha Njoaya.
  • Gouarnet eo ar Wadai, er reter da Ganem-Bornou gant Pennoù enevuhezour a vo erlec'hiet tamm-ha-tamm gant tud deuet eus Darfour. Ren a raio ar re-mañ e-pad ur c'hantved-pad war an tiriad-se, dister e roll a-raok en em dreiñ war-du an Islam er XVIIvet kantved.
  • Sevenadurezh Jebba ha Tadda (mervent Nigeria), war-vord an Niger (XIVvet-XVIIvet kantved). Krouet ez eus er XIVvet kantved gant ur roue mojennel ur rouantelezh a savo diwarni ur sevenadurezh arzel a vo awenet ganti arzourien Ife hag Oyo. Boutin eo etrezo an delwennigoù dezho daoulagad dispourbellet.
  • Krouet meur a Stad-keoded gant Haousaed e su Niger a-vremañ.
  • En em ledañ a ra Implalaeriezh Mali war-du ar c'hornôg ha preizhañ a ra Tekrur.
  • E deroù ar c'hantved eo distroadet e Senegal, an diernelezh vuzulman Toukouleur gant un diernelezh pagan a reno ur c'hantved-pad.
  • En em staliañ a ra an dominigad Bartolomeo de Tivoli e Dongola, e Nubia, e penn-kentañ ar c'hantved d'ar mare ma'z eus anvet ur gouarnour muzulman gant Sultaned Kaero. E-tro an hevelep koulz e ra kazeg ar Genoad Leone Vivaldi en e strivoù evit tizhout Abisinia.
  • Kregiñ a ra labourioù ar Glozadenn Vras e Zimbawe Veur. Savet eo ar voger gant mein sav disimant. Brasjediñ a reer e sav poblañs kêr etre 10 000 ha 40 000 a dud.
  • Bog kontouer arab Pate e reter Afrika.

[kemmañ] Amerika

  • Heuliad bloavezhioù glavek e mervent ar Stadoù-Unanet adal 1300 hag e-pad ar XIVvet kantved a-bezh.
  • En he bleuñv emañ ar rouantelezh Chimú, war arvor norzh Perou (1300-1440); en em astenn a ra Chan Chan, ar gêr-benn, war ouzhpenn 20 Km².
  • 1325 : Argaset dre heg eus o lec'hiadurioù kent e tiviz an Azteked krouiñ kêr Tenochtitlan.
  • Diazezadur kentañ e Cuzco.

[kemmañ] Azia

  • Etre 1300 ha 1600 en em zrailh Pennoù Bhoutan betek ma tegouezho ar galloud gant un Dharma raja, Penn speredel, hag un Deb raja, e-karg eus aferioù ar bed.
  • Evit ar wech kentañ e teu Singapour da vezañ ur c'hreñvlec'h kenwerhel dezhañ un tamm pouez bennak.
  • 1368 : Dibenn tiernelezh vongol Yuan e Sina, deroù tiernelezh Ming
  • Tizhet Terengganu war Gourenez Malazia gant an Islam.

[kemmañ] Europa

  • 1315-1317 : Lazhet milionoù a dud gant an naonegezh vras
  • 1337 : Deroù Brezel ar C'hant Vloaz pa zeu Edouarzh III Bro-Saoz da c'houlenn tron Frañs.
  • 1347 : Falc'het eo un drederenn eus poblañs Europa gant ar vosenn zu (1347 - 1351).
  • 1378 : Kregiñ a ra Skism Meur ar c'hornôg; a-benn ar fin e vo tri Pab o ren war un dro.
  • Tremen a reer eus Marevezh klouar ar Grennamzer da Oadvezh Bihan ar Skorn
  • Goveliañ a ra ar barzh Petrarch an droienn Oadoù teñval evit deskrivañ an 900 vloavezh aet hebiou en Europa abaoe diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg e 410 betek lusk nevez an Azginivelezh.
  • Deroù emled an Impalaeriezh Otoman er Balkanoù
  • Treuzkas a ra Pabelezh Avignon sez ar Bibien eus Italia da Frañs
  • Buhez Bouda troet gant Sant Yann Damask e gresianeg a zeu da vezañ ken brudet er bed kreisten dre istor Barlaam ha Josaphat ma vez lakaet Bouda da sant gant an Iliz katolik dindan an anv a Sant Josaphat.
  • War-dreuzoù ar c'hantved en em gav ar Romed en Europa en ur dremen dre Vro-C'hres. Loc'het kuit eus hanternoz India (XIvet kantved), e c'haller heuliañ o dilec'hiadeg a-drugarez d'an amprestoù persek, kurdek pe c'hresianeg a gaver e rannyezhoù romek Europa.Chom a reont e Gres e-tro ur c'hantved a-raok dezho dont d'en em staliañ un tamm dre-holl er c'hevandir. A-benn deroù ar XVIvet kantved e vo bet tizhet an holl vroioù ganto, betek Rusia, Skandinavia, Inizi Breizh-Veur ha Spagn zoken.
  • Gounit a ra Skosiz o dizalc'hiezh er brezel.
  • Sevel a ra disivoud Lollardy e Bro-Saoz
  • Emsavadegoù kouerien e Bro-Saoz
  • Pemp Stad zo mestr war Italia : Republik Firenze, Republik Venezia, Dugelezh Milan, Stadoù ar Pab ha Rouantelezh Naplez. Emañ o foblañs etre 800 000 ha daou vilion a dud. Chom a ra ar c'hêrioù bihanoc'h evel Lucques, Genoa, Sienna, Mantoua pe Ferrare, dindan levezon bolitikel at Stadoù brasoc'h.
  • Adunanet Polonia gant Ladislav I Polonia
  • Trevadennerezh valak e kornbroioù meneziek reter Slovakia a-hed ar c'hantved. Dre o mesaerien e vo talvoudekaet ar menezioù hag an traoñiennoù chomet poblet nemeur betek neuze. Broudet e vezont gant aotrounez lec'hel. Ganto en em led lid Reizhkredennek ar reter.
  • En em aozañ a ra Noblañsoù Bohemia war batrom an Noblañs alaman. Graet e vez an diforc'h etre Noblañs Uhel ar "Varoned", anezho skoazellerien eeun ar roue ha Noblañs izel ar varc'heien anvet (Ritter, rytiři). Evel en Alamagn, eo aet war-raok kevredadur ar gevredigezh abaoe an XIIvet kantved. Koulskoude e chom bev henvoazioù lec'hel evel "gwir an douar" (jus terrae, zemské právo), hag ur renkad tud dizalc'h a zeuio da vezañ marc'heien. Er XIVvet kantved eo erlec'hiet ar županed kozh gant ar renkad nobl. Heverk eo skouer an tiegezh Vitkovci dezhañ douaroù bras ha gladdalc'hoù e Bohemia ar su hag e Baviera. Ha pa vefe tchek a orin eo kar dre ar gwad gant brientinelezh Bavaria.

[kemmañ] Oseania & Meurvor Habask

  • Kresk poblañs ha brezelioù dizehañ war enez norshañ Zeland-Nevez goude 1300. Digresk er boblañs hag en niver a lec'hiennoù war enez ar su.
  • Diouennet gant ar Vaoried an evn meur moa ha meur a spesad loened all dre forzh hemolc'hiñ anezho ; en enez an hanternoz emañ bremañ ar bevañs war goust al labour-douar hepken (patatez dous, gwrizioù raden).

[kemmañ] Reter Nesañ

  • Deroù emled an Impalaeriezh Otoman er Balkanoù

[kemmañ] Tud dibar

  • Dante Alighieri, barzh ha skrivagner italian
  • Giovanni Boccaccio, skrivagner italian
  • Geoffrey Chaucer, barzh saoz
  • Charlez Roparzh, marc'heg, roue Hungaria
  • Edouarzh III, roue Bro-Saoz
  • Beltram ar Gwesklin (La Motte-Broons, e-tro 1320 - Châteauneuf-de-Randon, 1380), marc'heg, a ziviz treitouriñ e vro ha stourm evit roue Bro-C'hall; anvet e vo da Gonestabl Bro-C'hall.
  • Don Juan Manuel, skrivagner spagnol
  • William of Ockham, Frañsezad saoz ha prederour
  • Roue Roparzh I Skos (Bruce)
  • Francesco Petrarch, barzh ha skrivagner italian
  • Tamerlan (Timur lenk) (Shahr-e Sabz, 1336 - Otrar 1405), alouber an Impalaeriezhioù Pers, Otoman hag India.

[kemmañ] Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

Roll ijinadennoù ar XIVvet kantved

  • An eurier mekanikel
  • Teknik ar stammañ
  • E deroù ar XIVvet kantved e tizolo ar Genoad Lanzarote Malocello div enez eus enezeg Kanariez.
  • Gwellaet ar stern gwiadiñ en Italia an Hanternoz, e Flandrez hag e Bro-Saoz.
  • Krouet daou ofis nevez e Bro-Saoz : ar Gward-Robenn, e-karg da lakaat sevel bagadoù ar roue en e stourm a-enep d'ar Varoned hag Ofis ar siell brevez a wirieka aktaoù an Aotrou bet divizet gantañ er-maez eus ar c'huzul zo dindan beli an noblañsoù.

[kemmañ] Armerzh & Kevredigezh

  • Diorren a ra al labour-douar e traoñienn ar stêr Sant-Laorañs e Kanada.
  • Diskouez a ra bered Sanga, e reter Kongo diforc'hioù etre ar renkadoù tud. A-raok 1300 e kaver prierezh ha traezoù metal, en o zouez bravigoù kouevr eztennet 300 km pelloc'h er su e Kansashi ha Kipoushi. Diwezhatoc'h e vo kavet eno marc'hadourezh enporzhiet ivez : kregin-porselen, perlez gwer, prierezh fin, tolzennoù kouevr kroazneuziek ha gongoù houarn.
  • 54 milion a dud o chom e kornôg Europa.
  • E deroù ar c'hantved e vez ezporzhiet ingal 850 000 hektolitr gwin gant Bourdel war-du hanternoz Europa, ha Bro-Saoz peurgetket, a-drugarez da listri Breizh zo mestr war ar c'henwerzh kas-degas er mor Atlantel.
  • War-gil ez a ar gwiniegi e Breizh-Veur.

[kemmañ] Arz & Sevenadur

  • Reiñ a ra an Trecento un tañva eus ar pezh a vo Azginivelezh Italia.
  • Moskeenn brikennoù ruz Djenne
  • Sevel a ra ternelezh Shirazi Kiloa (reter Afrika) ur palez meurdezus, "Houssouni Kouboua".
THIS WEB:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2006: