Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions Departamant gall - Wikipedia

Departamant gall

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Kartenn an departamantoù hag ar rannvroioù gall
Brasaat
Kartenn an departamantoù hag ar rannvroioù gall

An departamant a zo un dachennad douar, pe, evit ober gant gerioù all, ur rannadur melestradurel e Bro-C'hall. War un dro ez eo

  • ur bastell-vro melestradurel didolpet
  • hag ur strollegezh lec'hel digreizennet.

Pa vez anv eus an dachennad douar eo kustum tud ar velestradurezh da skrivañ ar ger gant un d bihan; pa vez kaoz eus ar framm politikel e vez implijet un D bras ganto.

Abaoe 1985 ez eus kement ha 100 departamant e Bro-C'hall, hag en o zouez 4 departamant tramor .

Taolenn

[kemmañ] An departamant evel pastell-vro velestradurel

Ar bastell-vro velestradurel dindan ar gwir boutin eo an departamant abaoe ar bloaz VIII (17991800) hag e chom c'hoazh. Renet eo gant ar prefed-departamant anvet diouzh c'hoant ar gouarnamant, harpet gant isprefeded e penn an isprefetioù.

Meur a servij didolpet eus ar Riez gall a zo aozet e framm an departamant, evel Renerezh departamant an Aveiñ (DDE, e berr), pe Renerezh departamant an aferioù yec'hed ha sokial (DDASS, e berr).

[kemmañ] An departamant evel strollegezh lec'hel

Ur strollegezh lec'hel digreizennet eo an departamant ivez. Dindan renerezh ar C'huzul-departamant emañ. Ar c'huzul-se a vez graet Kuzul-Meur anezhañ ivez, a zo dilennet war-eeun gant mouezhioù an holl zilennerion, evit c'hwec'h vloaz.

Bodet eo bet an departamantoù da sevel ar rannvroioù. Rannet e vezont etre arondisamantoù, hag int-i isrannet etre kantonioù a zo bet savet dre vodañ kumunioù.

[kemmañ] Istor

Kartenn an departamantoù gall e 1791, e ruz emañ ar "proviñsoù kozh.
Brasaat
Kartenn an departamantoù gall e 1791, e ruz emañ ar "proviñsoù kozh.

Krouet eo bet an departamantoù d'ar 4 a viz Genver 1790 gant ar Vodadeg bonreizhañ evit kemer plas ar proviñsoù a veze gwelet evel ur skoilh ouzh unvanidigezh ar Vroad. Pa veze klasket bezañ poellek e oe roet da bep departamant gorreadoù damheñvel hag ur pennlec'h kreiz ma c'halled. Lavaret e veze e oa padelezh ar veaj d'ar pennlec'h dindan un devezh marc'hegañ. Klasket e voe chom hep ober anv eus an istor evit envel an departamantoù ha ne voe ket miret hini ebet eus anvioù ar proviñsoù. Roet ez eus bet dezho anvioù a denn d'an douaroniezh, anvioù stêrioù pe menezioù peurvuiañ.

Eus ar 83 departamant krouet e 1790 e kreskas an niver da 130 e 1810 diwar astenn an tiriadoù aloubet gant ar Republik hag an Impalaeriezh kentañ, met digreskiñ a reas o niver da 86 pa gouezhas an impalaer e 1815. Pa oe staget Nisa hag ar Savoie dindan impalaeriezh Napoleon III e 1860 e adkreskas o niver da 89.

Tri departamant pe gazi en Elsas hag e Loren (an Haut-Rhin, ar Bas-Rhin hag an darn vrasañ eus ar Meurthe hag ar Moselle) a eas gant Alamagn e 1871 hag adc'hounezet e 1919. Lodennoù chomet e kerzh Bro-C'hall a yeas d'ober un departamant anvet Meurthe-et-Moselle. Lodenn an Haut-Rhin tro-war-dro Belfort a chomas dindan beli gall e 1871, ne yeas ket d'e departamant orin en-dro hag e oa savet evel departamant an Territoire de Belfort e 1922.

E 1964 e oe divizet rannañ an daou departamant tro-war-dro Pariz (Seine ha Seine-et-Oise) evit sevel 5 departamant ouzhpenn e derou 1967. E 1976 e oe rannet Korsika e daou (1 ouzhpenn). E 1946 e oa bet krouet 4 departamant tramor. Ar rannidigezhioù-se eo a laka tud zo da ober goap pa vez graet anv eus Bro-C'hall unan ha dirannus.

E 1982 e krogas ar Riez da dreuzkas muioc'h a atebegezhioù d'ar strollegezhioù lec'hel, adanvet strollegezhioù tiriadel. Prezidantoù ar Ranvroioù hag an Departamantoù a gemeras lec'h ar brefeded evit kas da benn an divizoù. Roet ez eus bet atebegezhioù brasoc'h en aferioù yec'hed, war an hentoù bras ha war an endro.

E 2004 e oe lakaet e pleustr eil prantad an digreizennañ ken e vo treuzkaset atebegezhioù ha moienoù nevez d'an Departamantoù (ha d'ar Ranvroioù). Muioc'h a draoù o tennañ d'ar skoazelloù sokial , d'an hentoù bras (renerezhioù riezel an Aveiñ treuskaset gant tud ha kellidoù), d'an deskadurezh ha d'ar gwareziñ glad.

[kemmañ] Niverennadur an departamantoù

En derou e veze implijet niverennoù diwar an urzh alfabetek (1 da 83) evit bastañ da ezhommoù ar servijoù post. Goude an Imalaeriezh kentañ e oe dilezet ar sistem. E penn an XXvet kantved e oe adsavet an niverenniñ en ur dennañ kont eus an departamantoù ouzhpennet, met e 1922 e oe ouzhpennet an Territoire-de-Belfort nevez krouet, dezhañ an niverenn 90.

Pa oe adrannet an Ile-deFrance e 1964 e chomas gant Pariz an niverenn 75 ha gant an Yvelines, e lec'h m'emañ Versailhez, pennlec'h ar Seine-et-Oise, an niverenn 78, hini ar bet-departamant. Ar pemp departamant nevez krouet a resevas niverennoù diwar o urzh alfabetek ha lakaet e diwezh ar roll (91 betek 95 : Essonne, Hauts-de-Seine, Seine-Saint-Denis, Val-de-Marne, Val-d'Oise).

E 1976 e oe rannet Korsika etre daou evit krouiñ an departamant ar Corse-du-Sud (2A) ha hini Haute-Corse (2B).

Niverennet eo bet an departamantoù tramor eus 971 betek 974 (n'eus ket a zepartamant niverennet 96).

Gouezet e vez mat sistem niveradur an departamantoù gant ar C'hallaoued pa vezont dispaket war blakennoù-marilh ar c'hirri-dre-dan hag ar marc'hoù-dre-dan. Koulskoude e yelo da get ar sistem war-dro 2008 pa vo implijet ur sistem europat. Implijet e vez an niverennadur evit niverennoù ar Surentez sokial, e penn kodoù-post ar c'humunioù (nemet evit Korsika : implijet e vez an 20 evit kumunioù an enezenn a-bezh).

[kemmañ] Sell ivez

  • Arrondisamantoù gall
  • Departamantoù gall renket dre boblañs
  • Departamantoù gall renket dre gorread
  • Departamantoù gall renket dre Rannvroioù
  • Departamantoù gall renket dre stankted poblañs
  • Kantonioù gall
  • Kumun Bro-C'hall
  • Melestradurezh tiriadel
  • Rannvroioù gall
  • Roll pennlec'hioù prefeti Bro-C'hall


[kemmañ] Kartenn an departamantoù gall

Départements and Regions of France


[kemmañ] Taolenn an departamantoù gall

Niv Departamant Kêr-brefeti
01 Ain Bourg-en-Bresse
02 Aisne Laon
03 Allier Moulins
04 Alpes-de-Haute-Provence Digne-les-Bains, Dinha e yezh ar vro
05 Hautes-Alpes Gap
06 Alpes-Maritimes Nice, pe Nisa e brezhoneg,
07 Ardèche Privas, Privàs e yezh ar vro
08 Ardennes Charleville-Mézières
09 Ariège Foix, Foish e yezh ar vro
10 Aube Troyes
11 Aude Carcassonne, Carcassona e yezh ar vro
12 Aveyron Rodez, Rodés e yezh ar vro
13 Bouches-du-Rhône Marseille, Marselha e yezh ar vro
14 Calvados Caen
15 Cantal Aurillac Orlhac e yezh ar vro
16 Charente Angoulême
17 Charente-Maritime La Rochell, ar Roc'hell e brezhoneg
18 Cher Bourges
19 Corrèze Tulle, Tula e yezh ar vro
2A Corse-du-Sud Aiacciu
2B Haute-Corse Bastia
21 Côte-d'Or Dijon
22 Côtes-d'Armor, e brezhoneg Aodoù-an-Arvor Sant-Brieg
23 Creuse Guéret, Gueret e yezh ar vro
24 Dordogne Périgueux, Peirigús e yezh ar vro
25 Doubs Besançon
26 Drôme Valence, Valença e yezh ar vro
27 Eure Évreux, pe Evrog ivez e brezhoneg;
28 Eure-et-Loir Chartres
29 Finistère, e brezhoneg Penn-ar-Bed Kemper
30 Gard Nîmes, Nimes e yezh ar vro
31 Haute-Garonne Toulouse, Tolosa e yezh ar vro
32 Gers Auch
33 Gironde Bordeaux, a zo Bourdel e brezhoneg;
34 Hérault Montpellier, Montpelhièr e yezh ar vro
35 Ille-et-Vilaine, a zo Il-ha-Gwilun e brezhoneg; Roazhon
36 Indre Châteauroux
37 Indre-et-Loire Tours, a zo Teurgn a-gozh e brezhoneg;
38 Isère Grenoble
39 Jura Lons-le-Saunier
40 Landes Mont-de-Marsan, a zo Lo Mont de Marsan e yezh ar vro
41 Loir-et-Cher Blois, a zo Bleaz a-gozh e brezhoneg;
42 Loire Saint-Étienne
43 Haute-Loire Le Puy-en-Velay, a zo Lo Puei de Velai e yezh ar vro
44 Loire-Atlantique, a zo Liger-Atlantel e brezhoneg; Naoned
45 Loiret Orléans, a zo Orleañs e brezhoneg;
46 Lot Cahors, a zo Còurs e yezh ar vro
47 Lot-et-Garonne Agen
48 Lozère Mende
49 Maine-et-Loire Angers, a zo Anjers e brezhoneg;
50 Manche Saint-Lô, pe Sant-Lo e brezhoneg
51 Marne Châlons-en-Champagne
52 Haute-Marne Chaumont
53 Mayenne, a zo Mezven e brezhoneg Laval
54 Meurthe-et-Moselle Nancy
55 Meuse Bar-le-Duc
56 Morbihan, skrivet Mor-Bihan e brezhoneg; Gwened
57 Moselle Metz
58 Nièvre Nevers
59 Nord Lille, pe Rijsel, e yezh ar vro
60 Oise Beauvais
61 Orne Alençon
62 Pas-de-Calais Arras
63 Puy-de-Dôme Clermont-Ferrand, a zo Clarmont d'Auvernha e yezh ar vro]]
64 Pyrénées-Atlantiques Pau
65 Hautes-Pyrénées Tarbes, a zo Tarbas e yezh ar vro
66 Pyrénées-Orientales Perpignan, a zo Perpinyà e yezh ar vro;
67 Bas-Rhin Strasbourg, a zo Straßburg e yezh ar vro;
68 Haut-Rhin Colmar, a zo Kolmar e yezh ar vro
69 Rhône Lyon
70 Haute-Saône Vesoul
71 Saône-et-Loire Mâcon
72 Sarthe Le Mans, pe ar Mañs e brezhoneg;
73 Savoie Chambéry
74 Haute-Savoie Annecy
75 Paris
Gwechall edo an niverenn-se gant departamant ar Seine
Paris, skrivet Pariz a-wechoù e brezhoneg;
76 Seine-Maritime Rouen, a zo Rouan e brezhoneg
77 Seine-et-Marne Melun
78 Yvelines
Gwechall edo an niverenn-se gant ar Seine-et-Oise
Versailles, skrivet Versailhez e brezhoneg;
79 Deux-Sèvres Niort
80 Somme Amiens
81 Tarn Albi
82 Tarn-et-Garonne Montauban, a zo Montalban
83 Var Toulon, a zo Toullon e brezhoneg
84 Vaucluse Avignon, a zo Avinhon e yezh ar vro
85 Vendée La Roche-sur-Yon
86 Vienne Poitiers
87 Haute-Vienne Limoges a zo Limòtges e yezh ar vro
88 Vosges Épinal
89 Yonne Auxerre
90 Territoire de Belfort Belfort
91 Essonne Évry
92 Hauts-de-Seine Nanterre
93 Seine-Saint-Denis Bobigny
94 Val-de-Marne Créteil
95 Val-d'Oise Cergy/Pontoise¹
971 Guadeloupe², pe Gwadloup e yezh ar vro; Basse-Terre, Bastè e yezh ar vro
972 Martinik²; Fort-de-France, Fò de Frans e yezh ar vro
973 Guyane², a zo Gwiana e brezhoneg; Cayenne, pe Kayèn e kreoleg
974 La Réunion² Saint-Denis


Evezhiadennoù:

  1. Edo prefeti ar Val-d'Oise da vezañ lakaet e Pontoise pa voe krouet an departamant, nemet kaset e voe d'ar gumun nes, Cergy; bremañ e reont ar ville nouvelle anvet Cergy-Pontoise.
  2. An departamantoù tramor gall a zo douaroù a oa trevadennoù pell diouzh Bro-C'hall, hag a zo bet roet dezho ur statud heñvel ouzh hini an departamantoù "europeat" Bro-C'hall. Bez' ez int, hervez al lezenn, lodoù eus Frañs hag eus Unaniezh Europa, nemet reolennoù europat arbennik zo evito. Pep hini eus an departamantoù-se zo ivez ur rannvro.

[kemmañ] Evezhiadennoù all

Evezhiadennoù all a c'haller ober war anvioù ar c'hêrioù a zo pennlec'hioù departamantoù :

  1. Kêrioù gall zo o deus un anv brezhonek a-gozh pe goshoc'h, evel Bourdel, Orleañs, ar Roc'hell, Teurgn, ...
  1. Kêrioù gall zo n'eo ket gallek hepken o anvioù ofisiel: kavout a reer anezho digemm a-wechoù e yezhoù all ar vro, evel Bastia e korseg, Pau en okitaneg (nemet distaget disheñvel); kemm bihan a vez alies evel etre Quimper ha Kemper, Strasbourg ha Straßburg en elzaseg, Perpignan ha Perpinyà e katalaneg, Ajaccio hag Aiacciu e korseg; kemm bras a vez a-wechoù all, evel etre Vannes ha Gwened, hag etre Lille ha Rijsel e flandrezeg.
  1. Kêrioù gall zo o deus anvioù all e yezhoù all: Toulouse a zo Tolosa del Llengadoc e katalaneg, Bourdel a zo Burdeos e spagnoleg, Pariz a zo Parigi en italianeg.

[kemmañ] Liammoù efedus evit deskiñ dre an eñvor gwirvoud an departamantoù gall

Static Wikipedia (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2006 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia February 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu