Norvegia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
|
|||||
Ger-stur : Alt for Norge | |||||
Yezhoù ofisiel | Norvegeg (Bokmål ha Nynorsk) 1 | ||||
Kêr-benn | Oslo | ||||
Statud politikel | Unpenniezh vonreizhek | ||||
Dizalc'hiezh embannet anavezet |
(diouzh Sveden) 7 a viz Mezheven 1905 26 a viz Here 1905 |
||||
Roue | Harald V | ||||
Kentañ Ministr | Jens Stoltenberg | ||||
Gorread -En holl -% dour |
385.199 km² 2 6,0% |
||||
Poblañs - 2004 war-dro - Stankter ar boblañs |
4 574 560 14/km² |
||||
Moneiz | Krona (NOK) | ||||
Kan broadel | Ja, vi elsker dette landet (Ya, karout a reomp hor bro) |
||||
Devezh ar vro | 6 a viz Mezheven | ||||
Kod war ar Genrouedad | .no | ||||
Kod pellgomz | 47 | ||||
1 Yezhoù samiek (Sami) a zo anavezet ent ofisiel e c’hwec’h rannvro 2 gant an inizi Svalbard ha Jan Mayen |
Ur vro eus hanternoz Europa eo Norvegia (Norveg, Norvej), lec’hiet e ledenez Skandinavia. En em astenn a ra a-hed ar Meurvor Atlantel, pe lodennoù anezhañ anvet Mor an Hanternoz er su ha Mor Norvegia en norzh. Harzoù he deus Norvegia gant Sveden er reter ha gant Rusia ha Finland er biz. Rannet eo diouzh Danmark, er su, gant ar Skagerrak.
Stag eo an inizi Svalbard ha Jan Mayen, er norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia. Enez Bouvet, e su ar Mor Atlantel, hag Enez Pêr I, e su ar Meurvor Habask a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outo evel lodennoù eus ar Rouantelezh.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
En amzer ar Vikinged e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an IXvet kantved, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an Inizi Faero, Island, enezeg Breizh-Veur, Greunland. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e 1387 hag unanet e voe ar vro gant Danmark ha Sveden en Unaniezh Kalmar. P’en em zistagas Sveden diouzh Unaniezh Kalmar er XVIvet kantved e chomas Norvegia hec’h-unan gant Danmark, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus Europa pa voe degemeret ar brotestantiezh er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus Europa war bez Sant Olaf e Nidaros. Goude ma voe faezhet gant Napoleon e rankas Danmark lezel Norvegia gant Sveden e 1814 (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel Greunland, Island, an Inizi Faero, a chomas stag ouzh Danmark). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh Sveden nemet dre ma oa roue Sveden o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e 1905.
Neptu e chomas Norvegia e-pad ar Brezel bed kentañ ha klask a reas chom neptu ivez da vare an Eil brezel bed, met taget hag aloubet e voe gant an Alamaned e miz Ebrel 1940 e-pad Emgann Norvegia. Ar Roue Haakon VII hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da Vreizh-Veur. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant Vidkun Quisling. Dieubet e voe e 1945. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an AFNA hag an ABU (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ, Trygve Lie). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e Mor an Hanternoz. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en Unaniezh Europa (e 1972 hag e 1994).
[kemmañ] Politikerezh
Ur rouantelezh vonreizhel eo Norvegia, gant ur Parlamant. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ.
169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, ar Storting, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, an Odelsting hag al Lagting, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all.
[kemmañ] Rannadur melestradurel
Rannet eo Norvegia e 19 kontelezh (fylker). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :
- Akershus
- Aust-Agder
- Buskerud
- Finnmark
- Hedmark
- Hordaland
- Møre og Romsdal
- Nordland
- Nord-Trøndelag
- Oppland
- Oslo
- Østfold
- Rogaland
- Sogn og Fjordane
- Sør-Trøndelag
- Telemark
- Troms
- Vest-Agder
- Vestfold
Ouzhpenn se ez eus 433 a gumunioù.
[kemmañ] Douaroniezh
Ur vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. Ar Galdhøpiggen eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh a inizi, a garregoù hag a fjordoù.
Emañ hanternoz ar vro en norzh da Gelc'h pennahel Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler heol hanternoz e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù.
[kemmañ] Armerzh
[kemmañ] Poblañs
Sevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi d’ar Vikinged eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar bobl Sami, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (Kven). Henvroidi eo ar Samied hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo breman o chom en Oslo.
Er bloavezhioù diwezhañ eo kresket kalzik an niver a dud divroet eus broioù all : Pakistan, Irak, Vietnam, Somalia, Sveden ha Danmark. Mont a raent d’ober 7,9% eus poblañs Norvegia d’ar 1añ a viz Genver 2005.
Ar c'hêrioù brasañ eo Oslo, Bergen, Trondheim, Stavanger ha Troms.
Daous stumm skrivet a zo d’ar yezh norvegek, anvet Bokmål ha Nynorsk, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoù samiek, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’ar norvegeg.
An darn vrasañ eus Norvegiz a zo Luteraned (86%). Tost da 7% anezho a heuilh kredennoù all, hag ar peurrest a lavar n’o deus relijion ebet.
[kemmañ] Un nebeud tud vrudet eus Norvegia
- Niels Henrik Abel (matematikour)
- Roald Amundsen (ergerzher)
- Bjørnstjerne Bjørnson (skrivagner)
- Gro Harlem Brundtland (politikourez)
- Leifr Eiríksson (ergerzher)
- Edvard Grieg (sonaozer)
- Knut Hamsun (skrivagner)
- Thor Heyerdahl (ergerzher)
- Henrik Ibsen (skrivagner)
- Helge Ingstad (ergerzher)
- Trygve Lie (politikour)
- Edvard Munch (livour)
- Fridtjof Nansen (ergerzher)
- Vidkun Quisling (politikour)
- Sigrid Undset (skrivagnerez)
- Ivar Aasen (yezhour)
- Simen Agdestein (c'hoarier echedoù)
- Magnus Carlsen (c'hoarier echedoù)
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Norge.no – Lec'hienn ofisiel ar gouarnamant (e norvegeg hag e saozneg)
- Statistisk sentralbyrå (burev ar stadegoù, e norvegeg hag e saozneg)
- Sognefjord (titouroù e norvegeg, saozneg, alamaneg, galleg pe nederlandeg)
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |