Kan broadel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kan broadel a reer eus ur pezh sonerezh, savet evit ezteurel ar vrogarantez, e pep bro. Pozioù a ya da-heul, savet da vezañ kanet war an ton lakaet ha graet, int ivez, da ezteurel an emskiant vroadel, dre veuliñ ar vro. Un anaoudegezh ofisiel a vez alies gant ar c’hanoù broadel, a-berzh ar pennadurezhioù.
E-pad an XIXvet hag an XXvet kantved, gant kresk ar vroadelouriezh ha savidigezh stadoù broadel, e voe dibabet ur c’han broadel e pep bro, e-touez pe e-kichen kanennoù brogar all. Er stadoù dizalc’h eo anavezet ar c’han broadel gant pennadurezhioù ar stad ; er broioù dalc’het ne vez alies statud ofisiel ebet gant ar c’han broadel. A-wechoù zoken, er broioù-se, n’eus hini ebet a-douez ar c’hanaouennoù brogar a vefe degemeret hag anavezet gant an holl evel ar c’han broadel.
Ar c’han broadel koshañ a anavezer en hor mare eo Wilhelmus, kan broadel an Izelvroioù, skrivet etre 1568 ha 1572. Un dra heverk gant ar c’han-se eo e komzer ennañ n’eo ket eus ur vro met eus un den (ar roue Gwilherm Iañ). Peurvuiañ ez eus anv er c’hanoù broadel eus ar vro, hec’h istor, hec’h emgannoù.
E-pad an naontekvet kantved dreist-holl eo bet savet kanoù broadel Europa. Ha liv sonerezh ar mare-se a gaver warno. E kalz broioù eus Afrika hag Azia ez eus un neuz europat war ar c’han broadel ivez. Rouez eo ar broioù o deus ur c’han broadel a sav an awen anezhañ e gwrizioù sevenadurel ar vro, evel Japan, Costa Rica, Iran, Sri Lanka, ha Birmania.
Tonioù bale a gaver alies evit ar c’hanoù broadel pe tonioù kantikoù a-wechoù. E meur a vro eus Latinamerika e tenn ar c’hanoù broadel da donioù opera. Evit gellout bezañ c’hoariet pe kanet aes e rank ar c’hanoù broadel bezañ berr. Pa vezont hir ne vez kanet nemet ul lodenn anezho (an diskan da skouer).
N’eus ket kalz a ganoù broadel a vefe bet savet gant sonaozourien anavezet. God Save the Queen, kan broadel hollanavezet ar Rouantelezh Unanet, ne ouzer ket gant piv e voe savet, da skouer. E-touez ar c’hanoù broadel a zo bet savet gant sonaozourien anavezet e c’heller menegiñ hini Alamagn, a zo bet savet an ton anezhañ gant Joseph Haydn, hini Aostria, a zo bet savet an ton anezhañ moarvat gant Wolfgang Amadeus Mozart (met tabut a zo war an divoud) hag hini Keoded ar Vatikan, a zo bet skrivet gant Charles Gounod. En hevelep doare ar pozioù a zo bet savet alies gant tud a zo dianav a-walc’h hiziv an deiz : ar c’han broadel gall La Marseillaise a zo bet skrivet gant Claude Joseph Rouget de Lisle, un den n’eo anavezet evit tra all ebet. John Stafford Smith n’eo anavezet nemet evel aozer The Star-Spangled Banner, kan broadel Stadoù Unanet Amerika. Rouez eo ar c’hanoù broadel a zo bet meulet o fozioù : daou anezho eo kan broadel India hag hini Bangladesh, a zo o-daou pezhioù barzhoniezh skrivet gant Rabindranath Tagore.
Kanet pe sonet e vez ar c’hanoù broadel e degouezhioù foran a bep seurt. Sonet e vezont pa vez gouelioù broadel, gant an arme, en abadennoù sport (e deroù ar matchoù pe pa vez deroet medalennoù d’ar sportourien). E broioù zo e vez kanet ar c’han broadel gant ar skolidi e penn kentañ an devezh. E lec’hioù zo evel e Kembre e vez kanet ar c’han broadel (Hen Wlad fy Nhadau) e dibenn an abadennoù sonerezh alies. E kalz broioù e vez sonet ar c’han broadel e deroù pe e dibenn ar programmoù skinwel pe skingomz.
Lidoù a vez alies en-dro d’ar c’han broadel : e meur a vro e vezer boas d’e ganañ ouzh ar sav. Ha dizoare ha dizouj e vefe, eno, chom hep mont en e sav pa vez kanet.
Ouzhpenn ar c’han broadel e vez a-wechoù, e stadoù zo, kanoù ofisiel all, evel kan ar roue pe kan ar prezidant.
Un nebeud kevreadoù stadoù o deus kanoù dezho ivez. E-touez ar c’hanoù etrebroadel pe liesvroadel-se e c’heller menegiñ ar Ganenn d’al Levenez, war un ton gant Beethoven, a zo kan ofisiel Unaniezh Europa.
[kemmañ] Un nebeud kanoù broadel
- Alamagn : Das Lied der Deutschen
- Aostralia : Advance, Australia Fair
- Aostria : Land der Berge, Land am Strome
- Breizh : Bro gozh ma zadoù
- Danmark : Der er et Yndigt Land
- Euskadi : Eusko Abendaren Ereserkia
- Finland : Maamme/Vårt land
- Frañs : La Marseillaise
- Gres : Imnos pros tin Eleftheria
- Hungaria : Isten áldd meg a magyart
- Island : Lofsöngur
- Italia : Fratelli d'Italia
- Iwerzhon : Amhrán na bhFiann
- Kanada : O Canada
- Katalonia : Els Segadors
- Kembre : Hen Wlad fy Nhadau
- Kernev-Veur : Bro Goth Agan Tasow
- Latvia : Dievs, svētī Latviju
- Liechtenstein : Oben am jungen Rhein
- Lituania : Tautiska Giesme
- Polonia : Mazurek Dabrowskiego
- Republik Tchek : Kde domov muj?
- Rouantelezh Unanet : God Save the Queen
- Spagn : Marcha Real
- Stadoù Unanet Amerika : The Star-Spangled Banner
- Sveden : Du gamla, Du fria
- Turkia : İstiklâl Marşı
[kemmañ] Liammoù diavaez
- The World All Countries Anthems ul lec’hienn saoznek gant kanoù broadel hag arouezioù broadel all.
- Record of countries' anthems around the world enrolladennoù eus un nebeud kanoù broadel, sonet gant laz-seniñ morlu ar Stadoù Unanet
- A collection of national and territorial anthems enrolladennoù e stumm MP3.
- Enrolladennoù kanoù broadel Kalz kanoù broadel, gant tonioù ha komzoù, en o zouez Bro gozh ma zadoù