Bronneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Skeudenn:Lioness face close-up, lying down.jpg Ul leonez
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Isskourad : | Vertebrata | ||||
Kevrennad : | Mammalia | ||||
Isrannadurioù : | |||||
nann unskourradeg |
|||||
skourradouriezh loen : | |||||
|
|||||
|
Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged hag renket e vezont dre ar boas evel ur c'hevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester eus latin Mammifera) eus outo. Unskourradeg eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted.
Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milon bloavzhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled a zo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag an iskarvan.
Anv ar bronneged a zeu ar bronnoù a zo gant ar barezed evit bouetañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ.
Ar bronnegeg o deus ur gwad tomm ha e-touez al loened heñvelgrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o grez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo grez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar ksenartred hag ar re a ya da goañvaat. Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, koulskoude e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel.
Servij a ra dezho ar blevad da ingaliñ ar grez diabarzh, met a-wechoù e ya ar blevennoù da drein, skant pe blaketennoù.
[kemmañ] Renad emvouetañ
Meur a renad emvouetañ e weler gant ar bronneged, lod anezho a zo hollzebrerien, reoù all kigdebrerien ha reoù all geotdebrerien. E-touez ar c'higdebrerien e kaver ar preizherien efedusoc'h hag ar pennoù-kizhier dreist-holl diwar ho tizhded dispar.