Marc'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Equus caballus
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Perissodactyla | ||||
Kerentiad : | Equidae | ||||
Genad : | Equus | ||||
Anv skiantel | |||||
Equus caballus Linnaeus, 1758 |
|||||
spesadoù all : | |||||
Equus asinus : azenn |
|||||
|
Diwar ar wrizienn indezeuropat *ékwos.
Ar marc'h' (anv skiantel Equus caballus) a zo ur bronneg unkarnek, eus ar genad loened-kezeg. Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an Den : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar varc'hegerezh, ha evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ e servije ar marc'h evel loen-brezel. Al liester evit marc'h a zo kezeg, met kavet e vez marc'hoù ha mirc'hi. Roñse ha jav (chav) a vez implijet e Bro-Wened ha Kreiz-Breizh.
[kemmañ] Geriaoueg
- Gerioù deveret : marc'heg, marc'heger, marc'hegezh, marc'hegerezh, marc'hegiezh, marc'hekadenn, marc'h-houarn, marc'hhouarner, marc'hhouarnerezh, marc'h-kañv, marc'h-koad, marc'h-levr, marc'h-livañ, marc'h-mor, marc'h-nerzh, marc'h-plouz, marc'h-raden, marc'h-samm, marc'h-tan, marc'htaner, marc'h-tenn, marc'hvran (Corvus corax).
- Parez ar marc'h eo ar gazeg
- Ur marc'h-gouennañ a zo ur marc'h kalloch pe ur marc'h-servij, a-wechou un tarv-marc'h.
- Ur marc'h ha n'eo ket savet evit ar gouennadur a zo ur marc'h antier.
- Ur marc'h spazhet a zo ur marc'h spazh pe ur marc'h troc'h..
- Re vihan ar marc'h eo an ebeul hag an ebeulez
- Un eal eo an ebeulig
- Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ pa dro an ebeul pa vez o vont er-maez)
- Ur inkane a zo ul loen-kezeg bihan evit an dimezelled
- Pa ya war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memez kostez e ya war ur pazh inkane
- Blev ar marc'h a vez anvet ar reun hag emañ ur moue (pe moueñ) war e gilpenn ha laez e gouzoug.
- Ur marc'h reizh a zo aes da ren, ur marc'h amjestr a zo diaes da ren, ur marc'h skoemp a vez spontet aes.