Aogust (impalaer)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Evel hêr da Gezar e tapas ar galloud Aogust e diwezh ar Republik roman e kreiz ar brezelioù diabarzh diehan. Gourniz d'ar jeneral en doa lakaet ar Sened roman da blegañ e oa bet advabet gantañ e - 45 hag e kemeras evel anv Caius Julius Caesar Octavianus hag eñ ganet e - 27) e Roma ha marvet e Nola (Kampania - Bro-Naplez) e 14. Diazezer an impalaeriezh roman eo bet.
An Impalaerien roman | ||
Tiernelezh Jul-ha-Klaod | ||
En e raok : Kezar, koñsul (- 101 - -44) |
Aogust ( - 27 - 14) |
War e lerc'h : Tiber (14 - 37) |
Heuliad Henroma |
Taolenn |
[kemmañ] Bugaleaj
[kemmañ] Kevezerezh gant Mark Anton
Pa varvas Kezar e - 44 e c'houlennas Aogust (ha ne veze graet nemet Oktavian eus outañ c'hoazh) ma vo roet ar galloud dezhañ diwar e hêrezh hag e c'hounezas an titl diwar ar Sened, met e tleas stourm ouzh Mark Anton (Marcus Antonius) a oa mestr al lu hag ar gêr-benn. Trec'h a reas Aogust warnañ e kiceh kêr-vModena e - 43. Koulskoude e tivizas Aogust sevel ur ((triumvirat)) gant Mark Anton ha gant Marcus Aemilius Lepidus (Lepid). Ne bas an triumvirat nemet 7 miz e -43, met mougañ a rejont o enebourien republikan dre ar muntr politikel pa veze savet rolloù an dud argaset (an argasadennoù). Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet Kikero d'en em lazhañ diwar intrudu Mark Anton. E - 42e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Kassius, pennoù ar Republikaned e emgan Philippoi e Trakia.
E - 40 e oe rannet etrezo an holl diriadoù dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar C'hornôg, Mark Anton ar Reter ha Lepid proviñs roman Afrika. Reiñ a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimeziñ gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e - 37) betek - 33. Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e Bro-Spagn (e - 36 e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetañ gant an Italianed e teuas Aogust da vezañ pa oe rebechet da Vark Anton bezhañ dindan levezon e vestrez, ar Faraonez Kleopatr, unpenn Egipt, hag e veze an tiriadoù roman o kouezhañ dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war morlu Mark Anton e Aktiom (Akra Nikolaos e Gres hiziv) e - 31.
[kemmañ] Kresk ar galloudoù roet da Aogust
E - 38 e resevas Aogust titl imperator evel trec'hour milourel. E - 28 e oe roet dezhañ gant ar Sened karg ar princeps senatus hag e oa ar gwir dezhañ komz a-raok pep a senedour. A-bouez-tre e oa ar c'harg pa krede ar Romaned e veze awenet gant an doueed an hini kentañ o komz. E - 27 e oe roet dezhañ an adanv (cognomen) Augustus hag e talveze "benniget gant an doueed", un uhel a ditl a chomo evel an hini uhelañ e istor an impalaeriezh roman, deiziataet e derou diwar ar fed-se diouzh ar boaz. Renad ar priñsouriezh (principatus) a lakae ar priñs kevatal d'ar Sened ha d'ar bobl roman asamblez (Senatus populusque romanus), met ne oe ket an ensavadurioù kozh evit lakaat ar penn kentañ da blegañ araozo.
[kemmañ] Lid awen doueel an impalaer
Evel e goureontr e teuas Aogust da vezañ Pontifex maximus e - 12. Evel penn ar relijion roman e vroudas lid Genius Augusti (Awen doueel an Aogust), da lavared eo an nerzh roet dezhañ gant an doueed. Delwennoù a oe savet e pep gêr, aberzhioù ha c'hoarioù a oe graet en e enor. Maen-diazez ar galloud impalaerel eo bet lidoù en enor an unpenn ken e oe rebechet d'ar gristenien gentañ bezañ treitourien eus an taerañ doare (sell ouz heskinadurioù ar gristenien).
[kemmañ] Oberenn bolitikel
[kemmañ] Oberenn vilourel
Klask a reas Aogust kreñvaat an harzoù milourel dre aloubadenn Germania, met trec'het e oe ul lu bras renet gant Varus gant Arminius e 9. Lakaet e voe an harz etre ar Barted hag ar Romaned war ar stêr Eufrat e Mezopotamia. Tizhet e oe ar Roen hag ar stêr Danav gant ar Romaned ivez. E-dog e ren e kavas ar Romaned e oe bet erruet an amzervezh a beoc'h hir-pad a rejod ar [[pax romana]] (ar peoc'h roman) eus outi.
[kemmañ] Kudenn kavout ur warlerc'hiad
Reiñ a reas e verc'h, Julia, da vMarcellus hag e soñje e c'hellfe bezañ e warlerc'hiad, met e varvas eñ re abred.