Victorinus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Marcus Piav(v)onius Victorinus a oa impalaer eus an Impalaeriezh c'halian etre 268 ha 270 pe 271 goude ren berr Marcus Aurelius Marius.
Eus ur familh binvidik e zeue hag un soudard e voe e-pad ren Postumus. Titl tribunus praetorianorum a zalc'has e 266/267 ha koñsul e voe asambles gant Postumus e 268 pe 267. Goude marvelezh Marcus e voe embannet impalaer Victorinus gant e soudarded e Augusta Trevorum (Trier bremañ). E anavezout a reas proviñsoù Galia ha Preden met pas re Spagn a yeas en-dro e-barzh an Impalaeriezh roman.
Ret e voe dezhañ adgemerout Augustodunum Haeduorum (Autun) bremañ a felle dezhi mont en-dro e-barzh an Impalaeriezh roman. E-pad seizh miz e voe sezizet ar gêr ha peurbeliet goude he c'houezhadenn.
E 270 pe 271 e voe muntret Victorinus gant Attitianus, un ofiser en-defe debochet e wreg. Mamm Victorinus, Victoria, a zalc'has ar galloud un tammig goude e varvelezh ha urzhiañ a reas ma vo doueet. Hi a baeas al lu evit ma vo choazet Tetricus de vont war-lerc'h e vab.
Unan eus an Tregont Mac'homer e ra anezhañ an Historia Augusta. Hervezi en-deus ur mab, Victorinus ar re Yaouank, a voe embannet impalaer war-e-lerc'h met ha voe muntret hogozik diouzhtu.
En e raok: Marcus Aurelius Marius |
Impalaer an Impalaeriezh c'halian 268 - 270 pe 271 |
War e lerc'h: Domitianus pa/ha Tetricus I |