Impalaeriezh c'halian
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An Impalaeriezh C'halian (e latin, Imperium Galliarum) eo an anv a vez roet hiziv d'ar rouantelezh dizalc'h a badas eus ar bloaz 260 betek 274, e-pad Enkadenn an Trede Kantved.
En em zisrannet e oa proviñsoù Galia, Britannia, hag Hispania, ha Baetika er c'hreisteiz. Kregiñ a reas an enkadenn pa voe prizoniet an impalaer Valerian gant ar Bersed, ha pa chomas e vab Gallienus e-unan er galloud. Gouarnerien e Panonia en em savas a-enep a gallod-kreiz, ar pezh a redias an impalaer da vrezeliñ war ribl an Danav ha da lezel Postumus, a oa gouarner Germania Superior ha Inferior.
Hêr an impalaeriezh Saloninus a chomas gant prefed ar bretoridi Silvanus e Kologn ma tleje bezañ bet e surentez. Goude un nebeit trec'hioù a-enep ar c'hermaned, avat e kemeras Postumus Kologn hag en em embann impalaer a reas.
E Augusta Trevivorum e lakaas e gêrbenn. Krouiñ a reas ur sened gant koñsuled zilennet hag ur ward bretorian.
Muioc'h eget un arouez eus ar rouestl a rene en impalaeriezh e oa an impalaeriezh c'halian. Diskouez a ra bezañs un heñvelded broviñsel oc'h enebiñ ouzh ar romanitas, spered-korf al lejionoù ha gallod an noblañs lec'hiel. Kammamzeriek e vefe da wellout enni un doare "broadelouriezh c'halian". Postumus a zisklerie e oa e vennozh nemetañ gwareziñ galia ouzh ar c'hermaned.
[kemmañ] Listenn an impaelerien c'halian
Dre o voneizioù dreist holl e anavezer anv an impalaerien roman.
- Postumus 260 - 268
- (Laelianus 268, usurper)
- Marius 268
- Victorinus 268 - 270
- (Domitianus 271? usurper)
- Tetricus I 270 - 273
- Tetricus II 270 - 273 (mab Tretricus; caesar)
[kemmañ] Gwelet ivez
Impaeriezh bredeneg