Tregont Mac'homer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ |
|
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
An Tregont Mac'homer (Latin: Tyranni Triginta) a zo ur strollad a tregont a dud (un nebeut anezho a voe bugale) meneget gant Trebellius Pollio en Historia Augusta peogwir o-deus arnodet da skrapañ an titl ag impalaer e-pad ren Gallienus. N'eo ket fizius tre an Historia Augusta ha darn vrasañ ar glaskourien a gred en-deus an aozer empennet un nebeut anezho da lakaat keñver ha keñver enkdenn an trede kantved hag an Tregont Mac'homer Aten.
An tregont Mac'homer a zo Cyriades, Postumus, Postumus Junior, Laelianus, Victorinus, Victorinus Junior, Marius, Ingenuus, Regalianus, Aureolus, Macrianus, Macrianus Junior, Quietus, Odaenathus, Herodes, Maeonius, Balista, Valens, Valens Junior, Piso, Aemilianus, Saturninus, Tetricus I, Tetricus II, Trebellianus, Herennianus, Timolaus, Celsus, Zenobia, Victoria (pe Vitruvia), Titus, ha Censorinus.
Al listenn-se a endalc'h :
- Nav alouber eus ren Gallienus
- Un alouber eus ren Decius
- Daou alouber eus ren Claudius II ha Aurelian
- Daou zen arall diaes da lec'hiañ
- Tri den n'o deus biskoazh ar galloud, war a seblant
- Pevar den n'o deus biskoazh ar galloud, kazi-sur
- Div vaouez ha c'hwec'h bugel n'o deus biskoazh ar galloud
- Tri anv empennet.
Hervez David Magie an nav alouber a stourme ouzh Gallienus a voe :