Monson
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar monson a zo ur reizhiad avelioù mareadek a gaver war ribloù Meurvor Indez ha e Su Azia. Kinniget eo bet ar ger arabeg mausim (mare-bloaz) evit orin ar ger. Evit gwir e vez implijet monson evit ar mare-bloaz pa teu an avel da c'hwezañ kreñv e Su Indez hag tro-war-dro dezho hag ivez evit ar glaveier puilh-kenañ a gouezh asamblez gant an avel e-pad an hañv. Er goañv e c'houezh an avel en tu all gant nebeutoc'h a glaveier. Setu perak ez eus monson an hañv ha monson ar goañv.
Implijet e vez ar ger monson evit kornôg Meurvor Indez pa 'z eus ur c'hemm gant roudoù-avel ma ya an avel a-hed : 6 miz da Vervent ha 6 da Viz.
Pa ya an douar da dommañ eget ar mor e ya an aer tommoc'h d'al laez ken ez teu un aerwask izel a sach an avel diwar ar mor. Pa ya an tolzennoù aer gleb a vez war ar mor da dilestrañ e kouezh glaveier diwar ar glizhennadur ma 'z eus war ar menezioù freskoc'h.
Er c'hontrol e teu freskoc'h an douar er goañv eget er mor ken e vez krouet un aerwask izel war ar mor hag un avel war e du. Ne vez ket avel ar monson goañv ken dalc'hus eget hini an hañv.