François de Beaulieu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
François de Beaulieu a grog e vuhez stourmer e touesk ar re añrajet (Les Enragés) da goulz darvoudoù Mae 68. Evel-se e ra anaoudegezh gant tud an Etrevroael degouezhelour. Skarzhet e vo avat buan a-walc'h eus ar strollad. Distreiñ a ra neuze da Vreizh, Montroulez, er bloavezhioù 1970, e lec'h ma grog da daremprediñ ar metoù ekologour. A-dalek 1975 e ren ar stourm a-enep ar raktres kreizenn nukleel e Beg-ar-Fri. Krouiñ a ra ivez Montroulez Ekologiezh, hag en em ginnigo dindan an anv-se da goulz dilennadegoù lezennat 1978. 2,75% eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Ar bloavezh war lerc'h eo 25vet war listenn an ekologourien, Europe Écologie, evit dilennadegoù europat 1979. Sekretour meur Breizh vev eo dibaoe 1998. Meur a levr en deus bet skrivet war an natur e Breizh.