Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Ekologiezh - Wikipedia

Ekologiezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

An douar luc'hskeudennet gant Apollo 17
Brasaat
An douar luc'hskeudennet gant Apollo 17

An ekologiezh eo ar skiant ma vez studiet ganti pep darempred etre ar boudoù bev hag o endro. Krouet eo bet ar ger ekologiezh gant oikos, pezh a dalvez "ti, annez" e gresianeg, ha gant logos (skiant), skiant an ti hag an annez an hini eo. Savet eo bed ar ger gant Ernst Haeckel e 1886, bevoniour alaman anezhañ ha pro-darwinour. E-barzh e levr "Morfologiezh jeneral ar benvegadoù" e termene ar ger evel-henn :

Skiant darempredoù ar benvegadoù gant ar bed tro-dro dezho, da lâret eo, gant ur ster larkoc'h, skiant ar stuzioù boud.

Alies e vez galvet an ekologiezh seurt-mañ : ur c'heñver tric'hognek etre hiniennoù ur spesad, oberiantiz urzhiet ar spesad-mañ, hag an endro el lec'h ma vez graet an oberiantiz. An endro a zo war un dro produ ha stuz an oberiantiz-mañ.

Un ekolog a zo ur skiantour arbenikaet war-fed an ekologiezh, padal m'eo un ekologour unan a zifenn menozioù an ekologiezh politikel.

Taolenn

[kemmañ] An diaraogerien a-fet ekologiezh

Unan deus ar re gentañ o vezañ bet ekolog a vefe marteze Aristotelez a selle a-dost deus an anevaled. Kalz naturalisted en deus kemeret an hent-mañ, da skouer Buffon pe Linné. O labourioù a c'hell bezañ gwelet mui-pe-vui evel ragistor an ekologiezh modern.

[kemmañ] An douaroniezh botanik hag Alexander von Humboldt

E-kerzh an Patrom:XVIII kantved hag e penn kentañ an XIXvet kantved zo bet graet gant Bro-C'hall, Alamagn, ha broioù all mistri meur war ar mor, un nebeud mad a veajoù evit ergerzhiñ ar bed en e bezh, reiñ lusk d'ar c'hoñvers-mor gant broioù all, kavout danvezioù naturel all, hag ober ur renabl deus tout an traoù-se. E penn kentañ an XVIIIvet kantved e oa anavezet tost da 20 000 gouenn plant, ha 40 000 e fin an XIXvet kantved, ha 400 000 bremañ kazimant. Mont a rae kalz skiantourien da heul ar beajoù-ergerzh-se, louzawourien dreist-holl, hag en o-zouesk an ergerzher alaman Alexander von Humboldt. Sellet e vez deus outañ evel gwir diaraoger an ekologiezh. Hemañ eo an hini kentañ en deus en em roet da studiañ al liammoù etre an endro hag ar benvegadoù bev. Lakaet en deus anat al liamm a zo etre gouennoù plant evezhiet hag an hinoù, deskrivañ a reas kelc'hiadoù strud gant al lec'hed hag an uhelez, ar pezh a vo anvet douaroniezh ar plant diwezhatoc'h.

E 1804 da skwer ez eus bet degaset gantañ ur bilbern gouennoù plant deus takadoù douaroniel a bep seurt; klasket en deus displegañ o c'hasadennoù doouaroniel e-ser kemer da ziazez fedoù geologel. Un oberenn vrudet zo l'essai sur la géographie des plantes (1805).

Louzaourien all a zo bet pouezus-tre, da skouer Aimé Bonplant, pe c'hoazh Eugénius Warming.

[kemmañ] Anaoudegezh ar biosenos - Darwin ha Wallace

E-tro 1850, eo bet embannet gant Charles Darwin e oberenn diwar-benn Orin ar spesoù : paseal a raer deus taolennadurioù mekanik ha dasoberel da taolennadurioù biologel, organek, da laret eo emdroüs.

Wallace, a-heligentañ gant Darwin ha kempred gantañ, a zo bet an hini gentañ o kinnig un "douaroniezh" deus ar spesoù loened. Obererien zo, d'ar mare-se, en deus spurmantet lar ar spesoù n'int ked distag an eil deus egile, hag o deus strollet anezhe etre rummadoù spesoù plant ha rummadoù spesoù anevaled ; diwezhatoc'h zo bet kavet e c'haller strollañ anezho ivez etre kumuniezhoù boudoù bev (biossenosoù). Ijinet vo ar gomz-mañ e 1877 gant Karl Möbius.

[kemmañ] Anaoudegezh ar viosferenn - Eduard Suess ha Vernadsky

Da vare an XIXvet kantved ez eus bet implijet ar ouiziegezh bet dastumet er gimiezh gant Lavoisier ha de Saussure e-serr studiañ sikl an nitrogen.

Goude bezañ evezhiet ne c'hall ar vuhez diorren nemet etre bevennoù strizh e-barzh an tri c'hompartimant a zo an atmosferenn, an hidrosferenn hag al litosferenn, ar geologour aostrian Eduard Suess en deus kinniget, e 1875, ar menozhiad biosferenn. Suess a ginnig ma vefe roet an anv biosferenn d'an tôag buhez-mañ, Diouzh an Douar hec'h-hunan, hag e kaver e-barzh ennañ ar plant, al loened, ar mineraloù, sikl ar materi, ha kement zo c'hoazh.

[kemmañ] Graet e vez un diforc'h etre peder skiant ekologel

An aotoekologiezh (pe ekofiziologiezh) : Studiet vez ganti an darempredoù etre ur patrom ispisial ha faktorioù e endro.

An demoekologiezh (ekologiezh ar poblañsoù): Studiet e vez ganti an darempredoù etre an dud hag o endro.

Ar sinekologiezh : Studiet e vez ganti an darempredoù etre ur gumuniezh gant tud pe loened difer e-barzh hag o endro.

An ekologiezh hollek : Savet eo bet ar skiant-mañ ugent vloaz zo nemetken. Klasket e vez ganti studiañ an ekologiezh evit traoù bras-meurbet (ekosferenn pe biosferenn).

[kemmañ] An ekologiezh a zo ivez un ideologiezh politikel

Mont da ekologiezh politikel


rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an ekologiezh.
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com